Bizkaia

Eus Wikipedia
Bizkaia, e gwalarn Euskal Herria.

Bizkaia zo anv unan eus 7 proviñs Euskal Herria, war aod ar Meurvor Atlantel, er c'huzh-heol da broviñs Gipuzkoa. Bilbo eo ar gêrbenn.

Bez' ez eo unan eus ar pinvidikañ proviñsoù zo e Spagn abalamour d'ar greanterezh savet enni adalek diwezh an XIXvet kantved betek kreiz an XXvet kantved. Hiriv an deiz ne chom ket kalz a dra eus an obererezh kozh-se, met diorroet eo bet ar servijoù, hag an douristelezh gant savidigezh Mirdi Gugenheim.