Nafarroa Beherea

Eus Wikipedia

Nafarroa Beherea (a-wechoù Baxenabarre) en euskareg, Navarra-Izel e brezhoneg, eo anv al lodenn eus rouantelezh kozh Navarra a zo en hanternoz d'ar Pireneoù, hag a zeuas da vezañ ur rouantelezh distag er XVIvet kantved pa voe distaget diouzh Navarra, a voe lakaet e departamant ar Basses-Pyrénées e 1790. Bez' ez eo unan eus ar seizh proviñs a ya d'ober Euskal Herria, hag unan eus an teir a zo en Iparralde, etre Lapurdi ha Zuberoa.

Donibane Garazi eo ar gêr-benn anezhi.

Dave dezhi a vez graet alies en istor Bro-C'hall abalamour ma oa rouantelezh Herri IV a legadas anezhi d'e ziskennidi.

Emañ Nafarroa Beherea etre Lapurdi ha Zuberoa, en Iparralde.
Gwel e Baxenabarre, en ardremez Baigorri.
Kumunioù Nafarroa Beherea.

Kumunioù ha kantonioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo bet Nafarroa Beherea etre meur a ganton:

Ouzhpenn-se ez eus

77 kumun zo en holl.