Departamant gall
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An departamant a zo un dachennad douar, pe, evit ober gant gerioù all, ur rannadur melestradurel e Bro-C'hall. War un dro ez eo
Pa vez anv eus an dachennad douar eo kustum tud ar velestradurezh da skrivañ ar ger gant un d bihan; pa vez kaoz eus ar framm politikel e vez implijet un D bras ganto.
Abaoe 1985 ez eus kement ha 100 departamant e Bro-C'hall, hag en o zouez 4 departamant tramor .
Taolenn |
[kemmañ] An departamant evel pastell-vro velestradurel
Ar bastell-vro velestradurel dindan ar gwir boutin eo an departamant abaoe ar bloaz VIII (1799–1800) hag e chom c'hoazh. Renet eo gant ar prefed-departamant anvet diouzh c'hoant ar gouarnamant, harpet gant isprefeded e penn an isprefetioù.
Meur a servij didolpet eus ar Riez gall a zo aozet e framm an departamant, evel Renerezh departamant an Aveiñ (DDE, e berr), pe Renerezh departamant an aferioù yec'hed ha sokial (DDASS, e berr).
[kemmañ] An departamant evel strollegezh lec'hel
Ur strollegezh lec'hel digreizennet eo an departamant ivez. Dindan renerezh ar C'huzul-departamant emañ. Ar c'huzul-se a vez graet Kuzul-Meur anezhañ ivez, a zo dilennet war-eeun gant mouezhioù an holl zilennerion, evit c'hwec'h vloaz.
Bodet eo bet an departamantoù da sevel ar rannvroioù. Rannet e vezont etre arondisamantoù, hag int-i isrannet etre kantonioù a zo bet savet dre vodañ kumunioù.
[kemmañ] Istor
Krouet eo bet an departamantoù d'ar 4 a viz Genver 1790 gant ar Vodadeg bonreizhañ evit kemer plas ar proviñsoù a veze gwelet evel ur skoilh ouzh unvanidigezh ar Vroad. Pa veze klasket bezañ poellek e oe roet da bep departamant gorreadoù damheñvel hag ur pennlec'h kreiz ma c'halled. Lavaret e veze e oa padelezh ar veaj d'ar pennlec'h dindan un devezh marc'hegañ. Klasket e voe chom hep ober anv eus an istor evit envel an departamantoù ha ne voe ket miret hini ebet eus anvioù ar proviñsoù. Roet ez eus bet dezho anvioù a denn d'an douaroniezh, anvioù stêrioù pe menezioù peurvuiañ.
Eus ar 83 departamant krouet e 1790 e kreskas an niver da 130 e 1810 diwar astenn an tiriadoù aloubet gant ar Republik hag an Impalaeriezh kentañ, met digreskiñ a reas o niver da 86 pa gouezhas an impalaer e 1815. Pa oe staget Nisa hag ar Savoie dindan impalaeriezh Napoleon III e 1860 e adkreskas o niver da 89.
Tri departamant pe gazi en Elsas hag e Loren (an Haut-Rhin, ar Bas-Rhin hag an darn vrasañ eus ar Meurthe hag ar Moselle) a eas gant Alamagn e 1871 hag adc'hounezet e 1919. Lodennoù chomet e kerzh Bro-C'hall a yeas d'ober un departamant anvet Meurthe-et-Moselle. Lodenn an Haut-Rhin tro-war-dro Belfort a chomas dindan beli gall e 1871, ne yeas ket d'e departamant orin en-dro hag e oa savet evel departamant an Territoire de Belfort e 1922.
E 1964 e oe divizet rannañ an daou departamant tro-war-dro Pariz (Seine ha Seine-et-Oise) evit sevel 5 departamant ouzhpenn e derou 1967. E 1976 e oe rannet Korsika e daou (1 ouzhpenn). E 1946 e oa bet krouet 4 departamant tramor. Ar rannidigezhioù-se eo a laka tud zo da ober goap pa vez graet anv eus Bro-C'hall unan ha dirannus.
E 1982 e krogas ar Riez da dreuzkas muioc'h a atebegezhioù d'ar strollegezhioù lec'hel, adanvet strollegezhioù tiriadel. Prezidantoù ar Ranvroioù hag an Departamantoù a gemeras lec'h ar brefeded evit kas da benn an divizoù. Roet ez eus bet atebegezhioù brasoc'h en aferioù yec'hed, war an hentoù bras ha war an endro.
E 2004 e oe lakaet e pleustr eil prantad an digreizennañ ken e vo treuzkaset atebegezhioù ha moienoù nevez d'an Departamantoù (ha d'ar Ranvroioù). Muioc'h a draoù o tennañ d'ar skoazelloù sokial , d'an hentoù bras (renerezhioù riezel an Aveiñ treuskaset gant tud ha kellidoù), d'an deskadurezh ha d'ar gwareziñ glad.
[kemmañ] Niverennadur an departamantoù
En derou e veze implijet niverennoù diwar an urzh alfabetek (1 da 83) evit bastañ da ezhommoù ar servijoù post. Goude an Imalaeriezh kentañ e oe dilezet ar sistem. E penn an XXvet kantved e oe adsavet an niverenniñ en ur dennañ kont eus an departamantoù ouzhpennet, met e 1922 e oe ouzhpennet an Territoire-de-Belfort nevez krouet, dezhañ an niverenn 90.
Pa oe adrannet an Ile-deFrance e 1964 e chomas gant Pariz an niverenn 75 ha gant an Yvelines, e lec'h m'emañ Versailhez, pennlec'h ar Seine-et-Oise, an niverenn 78, hini ar bet-departamant. Ar pemp departamant nevez krouet a resevas niverennoù diwar o urzh alfabetek ha lakaet e diwezh ar roll (91 betek 95 : Essonne, Hauts-de-Seine, Seine-Saint-Denis, Val-de-Marne, Val-d'Oise).
E 1976 e oe rannet Korsika etre daou evit krouiñ an departamant ar Corse-du-Sud (2A) ha hini Haute-Corse (2B).
Niverennet eo bet an departamantoù tramor eus 971 betek 974 (n'eus ket a zepartamant niverennet 96).
Gouezet e vez mat sistem niveradur an departamantoù gant ar C'hallaoued pa vezont dispaket war blakennoù-marilh ar c'hirri-dre-dan hag ar marc'hoù-dre-dan. Koulskoude e yelo da get ar sistem war-dro 2008 pa vo implijet ur sistem europat. Implijet e vez an niverennadur evit niverennoù ar Surentez sokial, e penn kodoù-post ar c'humunioù (nemet evit Korsika : implijet e vez an 20 evit kumunioù an enezenn a-bezh).
[kemmañ] Sell ivez
- Arrondisamantoù gall
- Departamantoù gall renket dre boblañs
- Departamantoù gall renket dre gorread
- Departamantoù gall renket dre Rannvroioù
- Departamantoù gall renket dre stankted poblañs
- Kantonioù gall
- Kumun Bro-C'hall
- Melestradurezh tiriadel
- Rannvroioù gall
- Roll pennlec'hioù prefeti Bro-C'hall
[kemmañ] Kartenn an departamantoù gall
[kemmañ] Taolenn an departamantoù gall
Evezhiadennoù:
- Edo prefeti ar Val-d'Oise da vezañ lakaet e Pontoise pa voe krouet an departamant, nemet kaset e voe d'ar gumun nes, Cergy; bremañ e reont ar ville nouvelle anvet Cergy-Pontoise.
- An departamantoù tramor gall a zo douaroù a oa trevadennoù pell diouzh Bro-C'hall, hag a zo bet roet dezho ur statud heñvel ouzh hini an departamantoù "europeat" Bro-C'hall. Bez' ez int, hervez al lezenn, lodoù eus Frañs hag eus Unaniezh Europa, nemet reolennoù europat arbennik zo evito. Pep hini eus an departamantoù-se zo ivez ur rannvro.
[kemmañ] Evezhiadennoù all
Evezhiadennoù all a c'haller ober war anvioù ar c'hêrioù a zo pennlec'hioù departamantoù :
- Kêrioù gall zo o deus un anv brezhonek a-gozh pe goshoc'h, evel Bourdel, Orleañs, ar Roc'hell, Teurgn, ...
- Kêrioù gall zo n'eo ket gallek hepken o anvioù ofisiel: kavout a reer anezho digemm a-wechoù e yezhoù all ar vro, evel Bastia e korseg, Pau en okitaneg (nemet distaget disheñvel); kemm bihan a vez alies evel etre Quimper ha Kemper, Strasbourg ha Straßburg en alamaneg (Strossburi en elzaseg), Perpignan ha Perpinyà e katalaneg, Ajaccio hag Aiacciu e korseg; kemm bras a vez a-wechoù all, evel etre Vannes ha Gwened, hag etre Lille ha Rijsel e flandrezeg.
- Kêrioù gall zo o deus anvioù all e yezhoù all: Toulouse a zo Tolosa del Llengadoc e katalaneg, Bourdel a zo Burdeos e spagnoleg, Pariz a zo Parigi en italianeg, Marseille zo Marseilles ha Reims zo Rheims e saozneg.

