Il-ha-Gwilen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn Il-ha-Gwilen.

Il-ha-Gwilen, pe Il-ha-Gwilun, a zo un departamant eus Frañs. Bez' ez eo unan eus pevar departamant Rannvro Breizh ha pemp departamant Breizh istorel ivez.


Krouet eo bet e 1790 diwar rannadenn proviñs Breizh etre pemp departamant, hag aet eo broioù kozh Roazhon ha Dol d'ober anezhañ, gant un tamm eus eskopti kozh Sant-Maloù.


967 588 annezad a zo ennañ hervez niveradeg an EBSSA e 2008 e 6 775 km².

Jean-Louis Tourenne, eus ar Strollad Sokialour Gall, eo prezidant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilun abaoe 2004.

Kêrioù [kemmañ]

Kêrioù pennañ an departamant
Kummun Poblañs (2008) Arondisamant
Roazhon 206 655 Arondisamant Roazhon
Sant-Maloù 48 211 Arondisamant Sant-Maloù
Felger 20 078 Arondisamant Felger-Gwitreg
Gwitreg 16 688 Arondisamant Felger-Gwitreg
Saozon-Sevigneg 15 239 Arondisamant Roazhon
Bruz 15 587 Arondisamant Roazhon
Redon 10 352 Arondisamant Redon

Ar prefeti a zo bet staliet e Roazhon. E Sant-Maloù, Felger, ha Redon zo staliet ar isprefetioù.

Brezhoneg [kemmañ]

An tri di :

  • 4 c’humun a zo klasoù divyezhek enno (Roazhon, Sant-Maloù, Redon, ha Bruz). 0,6% eus bugale an departamant a zo enno er c'hentañ derez Ofis ar Brezhoneg.
    • Bec'h e oa bet e Bruz e miz Gwengolo 2009 pa oa bet nac'het digeriñ ur c'hlas divyezhek gant an Enseller Akademiezh Jean-Charles Huchet.
  • 4 c’humun a zo klasoù dihun enno (Roazhon - Sant Yann Bosco ha Sant Mikel, Gwitreg, ha Redon).
  • Betek 2008 ne oa nemet ur skol Diwan en departamant e Roazhon. Digoret e oa bet an eil e miz Gwengolo 2008 e Magoer.

Gwelet ivez [kemmañ]



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.