Bretillien
Bretillien zo ur ger gallek a zo bet dibabet, ha prenet, e 2013, gant kuzulierien departamant Il-ha-Gwilun da envel tud an departamant, savet diwar "Breton" hag "Illien" (eus ar stêr Il)[1]. Skrivet e vez hep tired lemm war an "e"[2]. N'eus kevatal ebet dezhañ e brezhoneg.
Pell zo o doa c'hoant pennoù ar gazetenn c'hallek Ouest-France, staliet e Roazhon, da ober un anv bennak eus broiz an departamant, dreist-holl er pennadoù diwar-benn mell-droad ha sportoù all, met evit reiñ ul liv ofisiel d'an anv, o doa kavet gwelloc'h lakaat ar guzulierien da zibab an anv o-unan. Evit-se e voe savet ur bodad aliañ gant pennoù ar c'huzul, ha hennezh a ginnigas daou anv d'ar guzulierien, dezho da zibab etre an daou. 52 guzulier a votas, 38 evit Bretillien, 12 evit Haut-Breton, ha 2 a chomas hep mouezhiañ.
Pa oa bet goulennet ali al lennerien gant ar gazetenn ne oa ket bet anv eus an hini dibabet gant ar bolitikerien[3].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stankik e vez graet gant ar ger bremañ er gazetenn, hag e lec'hienn F3 Bretagne evit kement tra a denn d'ar sport, da gentañ, ha seul wech ma c'haller a-hend-all.
E pajennoù Ouest-France eo mat kement tra zo da vrudañ ar ger: ar sportourien[4] evel ar saout[5].
Divorc'hed e vez lakaet soudarded ar brezel 14 pe rezistanted an eil brezel-bed[6] da vezañ Bretillien ivez.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen
- ↑ «Les habitants d'Ille-et-Vilaine s'appelleront les Bretilliens. C'est sans accent, mais on prononce "Brétilliens"» Lec'hienn Frañs 3 Breizh 20.06.2013
- ↑ http://alter1fo.com/vous-sentez-vous-bretilliens-71978.
- ↑ http://www.ouest-france.fr/le-mouvement-sportif-bretillien-sest-reuni-1712502
- ↑ http://www.ouest-france.fr/des-vaches-bretilliennes-bientot-dans-le-desert-1721776
- ↑ https://etreounepasetrebretillien.files.wordpress.com/2015/01/marcel-callo1.jpg
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-E Breizh:
- E lec'hienn departamant Il-ha-Gwilun: https://web.archive.org/web/20130625025000/http://www.ille-et-vilaine.fr/actualites/habitants-d-ille-et-vilaine-nous-sommes-tous-des-bretilliens,152724.html
- E-barzh Ouest-France:
- E-barzh Le Télégramme : http://www.letelegramme.fr/ig/generales/regions/finistere/habitants-d-ille-et-vilaine-appelez-les-bretilliens-21-06-2013-2144255.php
- E lec'hienn bretagne-france3 : http://bretagne.france3.fr/2013/06/21/bretilliens-vos-reactions-sont-nombreuses-274457.html
- E pajenn Orange Quimper : https://web.archive.org/web/20130625041325/http://quimper.ville.orange.fr/actu/region/les-habitants-d-ille-et-vilaine-s-appelleront-bretilliens-50276.html
- Ali UDB : https://web.archive.org/web/20160703101130/http://www.udb-bzh.net/index.php/br/blog-de-la-federation-ille-et-vilaine/3182-udb-ille-et-vilaine-bretiliens-un-nom-pour-rien
-E media kêr-benn Bro-C'hall :
- Le Parisien : http://www.leparisien.fr/espace-premium/air-du-temps/vive-les-bretilliens-21-06-2013-2915497.php
- Le Figaro: http://www.lefigaro.fr/actualite-france/2013/06/20/01016-20130620ARTFIG00398-les-habitants-d-ille-et-vilaine-vont-enfin-avoir-un-nom.php?cmtpage=0
- Le Point : http://www.lepoint.fr/societe/les-habitants-d-ille-et-vilaine-ont-un-nom-20-06-2013-1684306_23.php
- E lec'hienn RTL : http://www.rtl.fr/actualites/info/article/les-habitants-d-ille-et-vilaine-s-appelleront-les-bretilliens-7762492742
-Implij:
- evit torfedoù :
- evit sportoù:
- evit politikerezh:
- evit tud deuet da chom :
- evit ijinañ ur rannvro "bretilienne":
- evit prizioù ar brezhoneg