Le Télégramme

Eus Wikipedia

Le Télégramme (pe "An Telegramm" e brezhoneg) zo ur gazetenn bemdeziek vreizhat e galleg, graet e Montroulez. Skignet e vez e Penn-ar-Bed dreist-holl, hag ivez en Aodoù-an-Arvor, er Morbihan hag e Bro-Sant-Maloù.

Anv hag istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Talvezout a ra he anv kement hag “ar pellskrid”. A-raok hag e-pad ar brezel e oa anvet La Dépêche de Brest et de l'Ouest. Savet e oa bet La Dépêche e 1866 hag aet eo da get e 1944. Goude bombezadeg Brest gant ar re gevredidi e voe kaset ar gelaouenn da Vontroulez e 1941. E miz Gwengolo 1944 e voe difennet embann anezhi dre m'he doa kemeret perzh er c'henlabour gant ar melestradur nazi ha kemmet e voe da heul se hec'h anv a-benn lakaat hini "Le Télégramme de Brest et de l'Ouest" (“Pellskrid Brest hag ar C'hornôg"). "Adgrouet" e voe ar gelaouenn d'an 18 a viz Gwengolo 1944, hag eizh kazetenner a oa d'ar poent-se.

D'ar 25 a viz Ebrel 1968 eo bet embannet ar skouerenn gentañ e liv. Kroget o deus gant al lec'hienn internet letelegramme.com e 1996. Krouet eo bet Le Télégramme-Dimanche (ar skouerenn evit ar sul) e 1998.

A-wechoù e vez anvet An Telegramm e brezhoneg, hag An Telebramm dre fent.

Ar gazetenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perc'hennet eo gant an tiegezh Coudurier. Ur 600 bennak a dud a labour eno, en o zouez ouzhpenn 200 kelaouenner. Embannet e vez 208 000 skouerenn anezhi bemdezPegoulz?. Lennet e vez ar gelaouenn gant 570 000 den pe war-droPegoulz?. An Télégramme a zo kevezer gwirion diwezhañ Ouest-France e kornôg Breizh. Unan eus kelaouennoù nemetañ Frañs gant ur c'hresk eus ar skignerezh war ar pemp bloaz tremenet eo ivez (kresk gwellañ ar c'hazetennoù e 2004, 2005, 2006, 2007 ha 2008Mammenn?).

Resevet en deus an Telegramm ar priz "Pemdezieg gwellañ 2009" d'ar 15 a viz Even 2009. En 8vet renk eus ar pemdeziegoù eo e Frañs. D'ar 15 a viz Here 2009 eo bet embannet an 20 000vet niverenn eus ar gazetenn, evit lidañ he 65 bloaz[1] .

Linenn stur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Keleier a denn d'al Liger-Atlantel a gaver a-wechoù er pajennoù Breizh, er c'hontrol da Ouest-France(Daveoù a vank).

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn ar pajennoù lec'hel, rannvroel, broadel hag etrevroadel e vez roet en Telegramm un tamm plas d'ar yezh. Bep Yaou e vez ur bajenn vrezhonek, anvet Spered ar vro.

Embannadurioù lec'hel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breizhad ar bloaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bep bloaz e vez roet ar priz "Breizhad ar bloaz" gant an Télégramme diwar ar pezh a vot al lennerien.

Degouezhennig[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Le Télégramme de Brest a zo ivez titl ur ganaouenn gant ar Wampas.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]