Mell-droad

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Ar vell-droad, pe football, football association da anv ofisiel, a zo ur sport a-stroll, an hini ar muiañ pleustret dre ar bed ma kemerer e kont an niver a c'hoarierien hag a arvesterien. Renet eo gant un aozadur etrebroadel, ar Fédération Internationale de Football Association (FIFA), da lâret eo Kevread Etrebroadel ar Vell-droad (KEME). E meur a dolead, dreist-holl en Europa, Suamerika hag Afrika, eo ar vell-droad muioc'h eget ur c'hoari, ur stil buhez kentoc'h. Miliadoù a dud a ya da emezeliñ ouzh kluboù aficionados hag a ya da welet ar c'hrogadoù en-dro d'an dachenn vell-droad, evit souten ar paread c'hoarierien muiañ-istimet ganto. Sod int ivez gant krogadoù skingaset war-bouez ar skinwel pe ar skingomz.

Krogad mell-droad
Krogad mell-droad

Dindan ren Kevread Etrebroadel ar Vell-Droad e kaver aozadurioù dre gevandirioù.

E-touez ar c'hevezadegoù etrebroadel eo Kib vell-droad ar bed an hini bouezusañ, savet a-benn lakaat ar skipailhoù broadel pennañ da c'hoari an eil a-enep eben. E-keñver ar c'hluboù eo ar Gib etrekevandirel an tournamant bras pa gemer perzh ennañ kluboù kampionidi europat trec'h gant Kevre ar Gampioned ha re Kib al Libertadores, enni kluboù kampionidi suamerikan.

Taolenn

[kemmañ] Gerdarzh

Dont a ra mell-droad (evel ar ger saoznek foot-ball) eus kevreadur ar gerioù mell ha troad pa vez c'hoariet o skeiñ en ur vell gant an troad. Graet e veze ar vell eus ur c'hoari pleustret gant kouerien war ar maez kerkoulz e Breizh hag e broioù all en Europa (graet e veze soule anezhi en darn vrasañ eus ar Frañs).
Implijet eo bet an anv "foot-ball association" pa'z eo bet krouet an aozadur Foot-ball association e Breizh-Veur war-dro 1880 ha termenet ar reolennoù kentañ gantañ. Dont a rafe ar ger saoznek soccer eus association.

Pleustret e vez ar vell-droad gant tud a bep seurt oad
Pleustret e vez ar vell-droad gant tud a bep seurt oad

Degaset eo bet ar ger "foot-ball" dre ar bed gant an embroidi saoz ken e kaver ar ger fußball en alamaneg, voetbal en izelvroeg, fotbal er yezhoù skandinaviat, futebol e portugaleg ha fútbol e spagnoleg. E galleg e vez lavaret le football pe ar foot distaget mui pe vui evel e saozneg, pa reer gant le soccer e Kebek. Fobal a glever ivez e genoù ar vrezhonegerien a-vihannik. En Italia eo bet keñveriet ar vell-droad gant ul lid a veze graet e lez an duged e Firenze,il calcio storico e anv, krennaet "il calcio" evit anval ar vell-droad.


Kavet e vez en un nebeud broioù ur sport anvet football, met disheñvel mat e reolennoù :

[kemmañ] Istor ar vell-droad

Kavet eo bet roud eus ur seurt mell-droad pleustret gant annezidi Amerika kent Kristol Goulm. Met ijinet eo bet ar vell-droad modern e Breizh-Veur e eil hanter an XIXvet kantved.

[kemmañ] Reolennoù

Er c'hrogad mell-droad e vez enebet daou skipailh gant 10 c'hoarier hag un diwaller-pal a bep tu. C'hoariet e vez war un dachenn leton, bras digor, plaen hag hirgarrezek anezhi. Pa vez plantet ar vell e foñs kaoued an eneberien e vez lavaret eo bet merket ur pal. Pal ar c'hrogad a-bezh eo plantañ ar muiañ a balioù ma c'haller, hag e ya an trec'h d'ar skipailh gant ar brasañ niver a balioù. C'hoariet e vez e-pad daou brantad 45 munutenn pep hini anezho (evit ar grennarded hag an oadourien).

Kemer ar vell gant an dorn a vez aotreet d'ur c'hoarier hepken, an diwaller ha c'hoazh, pa vez en un dakad resis war an dachenn, a-dal d'e gaoued.
Pa kas ur c'hoarier ar vell en tu all d'al linennoù grimenn (pe linennoù kostez) ez eus un ermeziadenn. Diwar-se e vez c'hoariet un tenn-kostez e splet ar skipailh eneber.
Pa kas ur c'hoarier ar vell en tu all da linenn zifenn, houmañ e foñs an takad da vezañ difennet gant e skipailh, e vez c'hoariet un tenn diwar ar 6 metrad. Pa vez graet an dra-se gant unan eus ar skipailh o tifenn e vez c'hoariet un tenn-korn : eus korn an dachenn e tenn unan eus an eneberien ar vell davet an takad difenn.

Pa c'hoarvez un ober kontrol d'ar reolennoù e tlee an tredeog gourc'hemenn ur c'hoarier o tiskouez dezhañ ur gartenn velen. Pa ra ar memes c'hoarier ur fazi grevus adarre eo rediet kuitaat an dachenn ur wezh diskouezet dezhañ ur gartenn ruz. Houmañ a c'hell bezañ diskoachet gant an tredeog kerkent gwelet ur fazi grevus-tre a-berzh ur c'hoarier.

Goude ar prantad c'hoari kentañ, anvet an hanterenn gentañ, e vez an ehan-kreiz (troc'h-kreiz pe tamm-diskuiz) evit lakaat ar c'hoarierien da ziskuizhañ. Bez e c'hell an tredeog ouzhpennañ amzer evit pep hanterenn hervez an ehanoù bet e-pad ar c'hrogad abalamour ur c'hoarier bet gloazet, da skouer.

[kemmañ] Gwelet ivez


[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons