Uruguay

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
'''República Oriental del Uruguay'''
Republik-Reter Uruguay
Banniel Uruguay Skoed-ardamez Uruguay
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur: Libertad o Muerte
Kan broadel: Orientales, la Patria o la tumba
Lec'hiadur Uruguay
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Montevideo
34°53′S 56°10′W
Yezh(où) ofisiel Spagnoleg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Tabaré Vázquez
 - Bez-prezidant Rodolfo Nin
Gorread
 - Hollad 176,215 km² (90)
 - Dour (%) 1.5
Poblañs
 - istimadur 2006 3,323,906 (132)
 - niveradeg 2002 3,399,237
 - Stankter 19/km² (156)
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $33.98 miliard (96)
 - Keidenn $9,900 (88)
FDD  (2004) Green Arrow Up.svg 0.851 (uhel) (43)
Moneiz Peso Uruguay ([[ISO 4217|]])
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .uy
Kod pellgomz +598

Uruguay' (spagnoleg República Oriental del Uruguay) a zo ur stad e Suamerika. 3.3 milion annezad zo enni, 1.7 milion anezho a vev er c'hêrbenn Montevideo. Bevennet eo gant Brazil e-tu ar biz, ar Río Uruguay er c'hornôg, aber Rio de la Plata er mervent, gant Arc'hantina war ar ribl arall, ha gant ar Meurvor Atlantel er reter. An eil stad dizalc'h vihanañ e Suamerika eo goude Surinam.

Taolenn

[kemmañ] An anv

Dont a ra an anv Uruguay eus ar yezh guarani. Goude laret se n'eo ket sklaer an traoù ken. Hervez Félix de Azara e oa anv un evnig anvet ""el urú" a vev war lez ar stêr Uruguay (a dalvezfe neuze « stêr bro an evn urú » (río del país del urú). Hervez ur c'heneil da Azara avat ez eus div rann er ger Uruguay: uruguá a zo « maligorn », hag ï a zo stêr, ha kompren a ranker « stêr ar maligorned » (río de los caracoles). Hervez ar barzh Juan Zorrilla de San Martín e oa ret kompren « stêr an evned livet » (río de los pájaros pintados).

[kemmañ] Istor

Indianed Uruguay, 1603.

Annezet e oa Uruguay kent donedigezh an europeiz gant meuriadoù ag hemolc'herien, an hini brudetañ en-o-zouez o vezañ ar charruaed a oa bet kaset kuit eus an tirioù pelloc'h war-du an norzh gant ar warraniz. Etre 5.000 ha 10.000 a dud e oa poblañs ar vro d'ar mare-se[1]

[kemmañ] Politikerezh

Kartenn eus Uruguay
Parlamant Uruguay

Uruguay a zo ur Republik prezidantel ha demokratel. Prezidant Uruguay a zo penn ar stad hag ar gouarnamant

[kemmañ] Melestradur

Departamantoù Uruguay

Rannet eo Uruguay e 19 departamant. Krouet e oa bet ar departamentoù kentañ e 1816 ha krouet e oa bet an hini nevesañ, Flores, e 1885. Melestret ez int gant un ntendente municipal dilennet evit pemp bloavezh.


Departamant Gorread (km²) Poblañs* Kêrbenn
Artigas 11,928 78,019 Artigas
Canelones 4,536 485,028 Canelones
Cerro Largo 13,648 86,564 Melo
Colonia 6,106 119,266 Colonia del Sacramento  
Durazno 11,643 58,859 Durazno
Flores 5,144 25,104 Trinidad
Florida 10,417 68,181 Florida
Lavalleja 10,016 60,925 Minas
Maldonado 4,793 140,192 Maldonado
Montevideo 530 1,326,064 Montevideo
Paysandú 13,922 113,244 Paysandú
Río Negro 9,282 53,989 Fray Bentos
Rivera 9,370 104,921 Rivera
Rocha 10,551 69,937 Rocha
Salto 14,163 123,120 Salto
San José 4,992 103,104 San José de Mayo
Soriano 9,008 84,563 Mercedes
Tacuarembó 15,438 90,489 Tacuarembó
Treinta y Tres   9,676 49,318 Treinta y Tres
* 2004


Fazi meneg <ref> tags exist, but no <references/> tag was found; $2

E yezhoù all