Stadoù-Unanet Amerika

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

United States of America
Banniel ar Stadoù-Unanet Skoed-ardamez ar Stadòu-Unanet
(Banniel ar Stadòu-Unanet) (Skoed-ardamez ar Stadòu-Unanet)
LocationUSA.png
Kan broadel The Star-Spangled Banner
Yezh ofisiel hini ebet
(met ar Saozneg a vez implijet evit aferioù ar velestradurezh kevredel)
Kêr-benn Washington, D.C.
Gorread
-En holl
-% dour

9 631 418 km²
4.87%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

299 598 000 (2006)
32/km²
Prezidant Barack Obama
Eil-prezidant Joe Biden
Gouel broadel 4 a viz Gouere
Moneiz Dollar ($)
Kod pellgomz 1
Kod war ar Genrouedad .us .gov .mil .um


Ur vro etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask eo Stadoù-Unanet Amerika (SUA) pe ar Stadoù-Unanet. Amerika pe Bro-Amerika ha SUA a vez graet anezho peurliesañ. Abaoe deroù an XXvet kantved eo ar Stadoù-Unanet ar riez c'halloudusañ er bed.
Un ezel diazezer eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) eo hag emañ ar sez anezhañ e New York. Un ezel padus eus Kuzul Surentez ABU eo.
Broudet en deus ar gouarnamant amerikan ar broioù a fell dezho lakaat un harz d'an Unaniezh Soviedel da sinañ e 1945 Aozadur Feur-emglev Norzhatlantel.

Roet eo bet an anv Amerika diwar hini an ergerzhour italian, Amerigo Vespucci.

Ur rann hag un drevadenn eus ar Rouantelezh Unanet e oa a-raok ma voe graet an Dispac'h amerikan a-enep d'ar Saozon. Ur republik kevreadel gant 50 stad eo ar vro bremañ.

Saozneg ha spagnoleg eo ar yezhoù komzet ar muiañ , met ouzhpenn yezhoù an Amerindianed e vez komzet meur a yezh all gant familhoù an embroidi en o zouez ar brezhoneg (war-dro 20 000 yezher hervez un enklask e dibenn an XXvet kantved).


Taolenn

[kemmañ] Douaroniezh

Trede brasañ bro ar bed eo ar Stadoù-Unanet war-lerc’h Rusia ha Kanada hag a-raok Republik Poplek Sina. An tiriad amerikan, en em led war 7 % eus douaroù divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadoù-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frañs ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frañs eo stad Alaska pe hini Texas. Ar bloc’had 48 stad (a vez anvet « Mainland » a-wechoù), zo dezhañ ur stumm a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4500 km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornôg) </ref> J.-Y. Cleach [...], “La puissance américaine” p.104 </ref>. 2500 km, a-hend-all, zo etre harzoù Kanada hag harzoù Mec’hiko. An Stêr Missouri hag ar stêr-veur Mississippi zo o-div 6000 km a hed ha redek a reont er “Mainland”. Ken hir int o-div hag ar stêr Amazonia zo o redek e su Amerika.

[kemmañ] Harzoù gant broioù all

12 034 km harzoù [1]:

[kemmañ] Douaroniezh natur

Death Valley (Traonienn ar Marv) al lec’h izelañ ha tommañ eus ar Stadoù-Unanet
  • Un nebeud lec'hioù dibar:
    • Ar gêr bobletañ : New York (19 milion a dud en tolpad-kêrioù)
    • Ar beg uhelañ : Mont McKinley en Alaska (6 194 metr)
    • Al lec’h izelañ : Badwater e Traoñienn ar Marv e Kalifornia (- 86 metr)
    • Ar stêr bennañ : ar Missouri-Mississippi zo ouzhpenn 6 000 km hed dezhi.
    • Gorread : 9 631 417 km² (en trede plas war-lerc'h Russia ha Kanada)
    • Aod : 19 924 km
    • An Uhelderioù pellañ : - 86 m > + 6 194 m

[kemmañ] Torosennadur

Lieseurt eo torosennadur ar Stadoù-Unanet:

Torosennadur ar Stadoù-Unanet zo er reter hag en em led a norzh da greisteiz dreist-holl.

Er C'hornôg emañ ar Rocky Mountains (menezioù roc’hellek), al Lammoù-dour hag ar Sierra Nevada, 4 500 metr well-wazh a uhelder dezho. En o zouez emañ plateizioù ha diazadoù Colorado.

Plaenennoù ha plateizioù bras-ec’hon kreiz ar Stadoù-Unanet zo hollad ar stêrioù Mississippi ha Missouri o redek enno. Eus an dibab eo an douaroù enno ivez. Er Reter ez eus menezioù kozh, an Appalaches o anv, dezho 2 300 metr a uhelder. Plaenennoù strizh zo e-touez ar menezioù-se hag ar Meurvor.

[kemmañ] Menezioù-tan

Mont Hood, Oregon

An darn vrasañ eus ar menezioù-tan bev zo er c’hornôg, en Alaska hag en enezeg Hawaii :

[kemmañ] Hinoù

An holl zoareoù hin a ren war ar Stadoù-Unanet, eus ar yenañ (hinad pennahelel en Alaska) d'an tommañ (Traoñienn ar Marv), eus ar glebañ (Gwalarn, (Stad Washington) d’ar sec’hañ (hinad krin ha gouelec’hioù e Gwalarn Amerika]]). Gant an hinoù hag an torosennadurioù a bep seurt zo er Stadoù-Unanet ez eus bet stummet maezioù ha rannvroioù liesseurt enno.

[kemmañ] Stêrioù

[kemmañ] Lennoù

Skeudenn dre loarell eus al Lennoù Bras

Gorread hollek al Lennoù Bras zo war-dro 250 000 km², bezet an hanter eus gorread Frañs ar c’hevandir.

Lenn Powell, Utah

[kemmañ] Douaroniezh denel

Gourhentoù pennañ ar Stadoù-Unanet

[kemmañ] Dasparzh an annezidi

An Amerikaned zo o chom dreist-holl war an aodoù ha tro-dro d’al Lennoù Bras. Eus ar c’hantved hedredenn, eus tu ar c'hornôg, betek ar Meurvor Habasak hag en Alaska n'eo ket ket bras-tre an niver a annezidi, war-bouez en ur gêr zistro bennak hag ivez e Kalifornia. Kalifornia zo ar Stad amerikan ma'z eus an niver brasañ a dud o chom enno ha kenderc'hel a ra ar Stad-se da zesachañ an dud eus diabarzh pe eus diavaez ar Stadoù-Unanet.

[kemmañ] Kêrioù ha niver an dud enno

En tu all d’an tri c’hard eus an dud zo o chom e kêr er Stadoù-Unanet. megalopolenn BosWash zo e biz ar vro.

  • Roll an tolpad-kêrioù pennañ eus ar Stadoù-Unanet, o stad kevreat hag an niver a dud zo o chom enno [2] :
Los Angeles, Kalifornia
Chicago, Illinois
San Francisco, Kalifornia
  1. New York (New York) : 24 112 176
  2. Los Angeles (Kalifornia) : 18 313 809
  3. Chicago (Illinois) : 11 318 384
  4. Washington (DC) - Baltimore (Maryland) : 8 026 607
  5. San Francisco (Kalifornia) : 7 159 693
  6. Philadelphia (Pennsylvania) : 5 951 797
  7. Dallas - Fort Worth (Texas) : 5 931 956
  8. Detroit (Michigan) : 5 905 754
  9. Miami (Florida) : 5 726 495
  10. Houston (Texas) : 5 280 752
  11. Atlanta (Georgia) : 5 034 362
  12. Boston (Massachusetts) : 4 411 000

[kemmañ] Istor berr SUA

An Indianed e oa bet an dud kentañ o chom er Stadoù-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenadurioù disheñvel o doa. N’ouzer ket kalz a draoù diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar pobloù kantreat. Er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved e voe an Indianed o taremprediñ Europiz evit ar gwechoù kentañ. Diazezañ a reas dreist-holl ar Spagnoled er su, ar Saozon er reter hag ar Frañsizien en norzh hag en draoñienn ar Mississippi hag da-heul e voe enebet meur a sevenadur an eil ouzh egile.

E 1607 e tiazezas ar Saozon o c’hêriadenn gentañ, Jamestown hec’h anv. Da c’houde en em stalias trevadennoù niverus a-hed an aod er reter. En o zouez e oa Plymouth, Boston, Salem, Williamburg. D'ar mare-se e voe krog da harluañ ha da werzhañ tud du eus Afrika da sklaved. Gant ar morianeta e voe diorroet ar plantadegoù kotoñs er su dreist-holl ha diorroet e voe an danframmoù.

C’hwennet e voe an Indianed gant ar c’hleñvedoù-red (brec’h, ruzell) a oa bet degaset gant an difraosterien. Miliadoù a Indianed all a voe lazhet en ur vrezeliañ gant Europiz ivez. E-pad ar brezel brasañ ez aloubas ar Vreizhveuridi tiriadoù ar C’hallaoued hag e-se e oant deuet a-benn da zaougementiñ gorread an douaroù a oa dalc'het ganto betek ar mare-se.

Diskleriadur Dizalc'hidigezh ar Stadoù-Unanet

Trizek trevadenn vreizhveuriat a c’hounezas o dizalc’hiezh diouzh Breizh-Veur d'ar 4 a viz Gouere 1776. Degemeret e voe ganto Bonreizh Stadoù-Unanet Amerika e 1787. Ar vonreizh kentañ bet degemeret e broioù ar c'hornôg. Diazezet eo bet an identelezh amerikan gant an daou skrid-se.

Disklêriet e voe brezel an Digevrediñ e 1861 abalamour d'ar sklavelezh ha da blegoù fall an armerzh er Stadoù-Unanet. Ne viras ket ouzh a vro avat da vont war-raok. Evit gwir e oa bet miliadoù a dud o vont d'ober o annez ahont a-hed an XIXvet kantved. D'ar mare-se eo ivez e voe diorroet ar greantelerezh er vro hag e voe aloubet ar c’hornôg pa voe diorret an hentoù-houarn ahont.

En XXvet kantved eo deuet ar Stadoù-Unanet da vezañ galloudusañ bro ar bed a-fet armerzh, sevenadur ha politikerezh (dresit-holl war-lerc'h an Eil Brezel Bed), daoust m'o doa renerien ar vro c'hwitet war o zaol da vare ar brezel er Viêt-nam. Gwall skoet e voe an Amerikaned gant se. Abaoe m'eo peurechu ar brezel yen hag abaoe ma n'eus ket mui eus an URSS (Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel) eo ar Stadoù-Unanet ar vro dreistgalloudekañ nemeti er bed, evit a sell ar gallout milourel peurgetket.

[kemmañ] Politikerezh

Ar vro zo anezhi hanter-kant Stad kevreat a astenn o beli leun war meur a dachenn : ur c'hevread eo. Ar Stadoù-Unanet zo anezho ur republik kevreadel prezidantel divgambr. Distag eo an tri galloud (galloud lezenniñ, galloud erounit ha galloud barn) an eil diouzh egile. Dilennet e vez ar prezidant hag ar besprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe 1951 n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : ar Strollad republikan hag ar Strollad demokratel.

Kartenn ar Stadoù-Unanet

Dilennet e oa bet George W. Bush da brezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du 2000 (d'an 20 a viz Genver 2001 e krogas e respet). E 2004 e oa bet dilennet en-dro. Abaoe 2009 eo Barack H. Obama, eus ar strollad demokratel, ar Prezidant.

Al lez-veur eo ensavadur uhelañ ar reizhiad lezvarnel kevreadel.

[kemmañ] Ar feiz

An Iliz-veur katolik roman Sant Padrig e New York

Gouarnamant ar Stadoù-Unanet ne c'houlenn ket digant e geodediz petra eo o feiz. Dispartiet eo ar relijion diouzh ar Stad kevreadel en ur mod ofisiel. Asuret eo ar bennaenn-mañ gant ar vonreizh a ziogel ar frankiz krediñ. Ar stad kevreadel ne zegas skoazell ebet da skol relijiel ebetDaveoù a vank. Ar bedenn renket gant ar skol zo difennet abaoe 1962 gant an diferadenn « Engel a-enep Vitale ».

Enklaskoù prevez a bep seurt a ziskouez ez eus etre 75 % ha 90 % eus an Amerikaned a gred e Doue. Koulkoude emaint 44 % a lavar o deus cheñchet relijion un wech da nebeutañ en o buhez. Ha lavaret a reont ne votont ket hervez o c'hredennù.

Ar brotestanted eo ar re niverusañ, met a-raok pell e vint dindan 50 %. Ur c'hard anezho zo katoliked roman. Bez' ez eus ivez dizoueidi, yuzevien, muzulmaned, boudisted, hindouisted ha kement zo.

[kemmañ] Stadoù ar Stadoù-Unanet

[kemmañ] Amerikaned brudet

Skiantourien Lenn ar pennadoù Skiantourien amerikan dre urzh al lizherenneg ha Jedoniourien, dre goulzad.

Harozed ar armeoù amerikan

  • George Washington : brezel dizalc’hiezh
  • George Armstrong Custer : Brezel disrannidigezh ha brezelioù indian
  • Robert E. Lee : Brezel disrannidigezh
  • Ulysses S. Grant : Brezel disrannidigezh
  • William T. Sherman : Brezel disrannidigezh ha brezelioù indian
  • George S. Patton : Eil Brezel Bed
  • Omar Bradley : Eil Brezel Bed
  • Douglas McArthur : Eil Brezel Bed ha brezel Korea
  • Dwight Eisenhower : Eil Brezel Bed
  • William Westmoreland : Eil Brezel Bed ha brezel Viêt-Nam
  • Colin Powell : Brezel Koweit (Brezel kentañ ar Pleg-mor)
  • Tommy Franks : Brezel Irak (Eil Brezel ar Pleg-mor)

Livourien Lenn pennadoù Rummad: Livourien amerikan.

Luc’hskeudennerien

Lenn pennadoù Rummad : Luc’hskeudennerien amerikan.
  • Jacob Riis 1849-1914
  • Alfred Stieglitz 1864-1946
  • Ansel Adams 1902-1984
  • Robert Capa 1913-1954
  • Diane Arbus 1923-1971
  • Richard Avedon 1923-2004
  • Irving Penn 1917

Istorourien

Politikourien Lenn ar pennad Roll Prezidanted Stadoù-Unanet Amerika.

Sonerien

Gwelet Sonerezh Stadoù-Unanet Amerika

Filmaozerien Lenn pennadoù Filmaozerien amerikan, dre brantadoù.

Lennegezh • Skrivagnerien amerikan, dre urzh al lizherenneg

Priz Nobel ar Peoc’h

King o komz e-pad ar gerzhadeg evit ar gwirioù keodedel.
  • 1906 : Theodore Roosevelt
  • 1912 : Elihu Root
  • 1919 : Woodrow Wilson
  • 1925 : Charles Gates Dawes
  • 1929 : Frank Billings Kellogg
  • 1931 : Jane Addams Nicholas Murray Butler
  • 1945 : Cordell Hull
  • 1953 : George Marshall
  • 1962 : Linus Pauling
  • 1964 : Martin Luther King Jr.
  • 1970 : Norman Borlaug
  • 1973 : Henry Kissinger
  • 1985 : Kevredigezh etrebroadel ar vezeien evit diarbenn ar brezel nukleel, Boston
  • 1986 : Elie Wiesel
  • 1997 : Jody Williams
  • 2002 : Jimmy Carter

Gizourien

  • Calvin Klein
  • Nike
  • Reebok
  • Tommy Hilfiger

[kemmañ] C'hoarierion echedoù

[kemmañ] Tud all

  • Benjamin Franklin, kefredour ha politikour e-pad ar brezel dizlac'hiezh
  • Thomas Alva Edison, krouer ha den afer
  • Howard Hughes, nijer, produer sinema hag un oristal a zen a afer
  • Stan Lee, senarioer comics, seurt bannoù-treset a bouez er Stadoù-Unanet
  • Allan Pinkerton, a grouas un ajañs bras a igounierien brevez
  • Paul Revere, dispac’her e-pad ar brezel dizalc’hiezh
  • Harriet Tubman, a roas skoazell da gantadoù a sklavourien da dec’hel kuit e norzh ar Stadoù-Unanet a-raok ar brezel disrannidigezh
  • Wilbur Wright, unan an nijerien vrudet kentañ.

Un nebeut sifroù

  • Dispignoù an armeoù : 400 miliard a USD (e 2004)
  • Linennoù pellgomz : 268 milion a USD (e 2003) [2]
  • Pellgomzerioù hezoug : 219 milion a USD (e 2005) [2]
  • Skingomzerioù : 575 milion a euroioù (e 1997)
  • Skinwelerioù : 219 milion a euroioù (e 1997)
  • Pellgomzerioù : 659 evit 1000 annezad
  • Implijerien Genrouedad : 205 milion a USD (e 2005) [2]
  • Pourchaserien moned war ar Genrouedad : 7 800 (en 2000)
  • Hentoù : 6 407 637 km (en o zouez 4 164 964 km hentoù terduet) (e 2004) [2]
  • Hentoù-houarn : 226 605 km (en 2004) [2]
  • Hentoù  : 41 009 km (en 2004) [2]
  • Niver a aerborzhioù : 14 858 (en o zouez 5 119 aerborzh gant roudennoù terduet) (e 2006) [2]

[kemmañ] Notennoù

[kemmañ] Liammoù diavaez

Lec’hiennoù ofisiel

  • (en) Porched ofisiel Stadoù-Unanet Amerika
  • (fr) Programmoù keleier etrebroadel skignet gant Servij kelaouiñ departamant-Stad ar Stadoù-Unanet.


E yezhoù all