Nike
Eus Wikipedia
Nike (Νίκη e gregach) a oa doueez an trec'h gant tud Hellaz kozh. Heñvelekaet eo ouzh Viktoria ar Romaned.
Taolenn |
Ar vojenn [kemmañ]
Merc'h e oa d'an Titan Pallas ha da Stiks (an Dour), ha c'hoar da g-Kratos (ar galloud), Bia (an nerzh), ha Zelos (an treflamm), holl doueed tost da Zeus.
Alies ez eus bet kaoz anezhi evel renerez karr an doueed. A-wechoù e vez kemmesket gant an doueez Atena, hag anvet Atena Nike.
Azeulidigezh [kemmañ]
Delwennig eus Nikè e marmor Paros, kavet en Epidaurus: ouzh talbenn kornôk Templ Artemis e oa. Emañ Nikè o nijal war-raok, dispak he divaskell, he gar dehoù laket en a-raok vole. En ur pezh marmor disheñvel eo an divaskell, ha staget e toulloù graet e divskoaz an delwenn. Dibenn ar IVvet kantved kent JK. War ziskouez e Mirdi Hendraouriezh Aten.
Azeuliñ an doueez a veze graet gant prosesionoù, evadegoù, aberzhoù, evit treiñ Nike a-du gant hec'h azeulerien.
Anvioù deveret [kemmañ]
Skeudennoù Nike [kemmañ]
Alies e vez diskouezet evel un doueez askellek. Un delwenn brudet anezhi eo an Atena Nike (anvet ivez Trec'h Samotraki ) a zo miret e Mirdi al Louvre.
-
Nike Samotrakia, e mirdi al Louvre -
Nike Efes