Efesos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn eus Efesos

Efesos pe Efesios (Apasa (?) en hittiteg ; Ἔφεσος / Éphesos e gregach ; Ephesus e latin; Efes en turkeg) zo unan eus koshañ ha pouezusañ keodedoù hellazat Azia, hini gentañ Ionia, 7 km eus an aod, nepell diouzh aber ar stêr Caystre. Hiziv emañ e kichen kêrioù turk Selçuk ha Kuşadası, e kornog Turki.

Efesos a oa unan eus porzhioù buhezekañ an Henamzer e Mor Egea, hag oberiant e oa ivez en amzer Impalaeriezh Bizantion.