Mor Egea

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Location Aegean Sea.png
Aegean Sea map.png

Mor Egea (pe Enezvor pe Mor Enezek) zo ur mor enklozet etre daou gevandir, Europa hag Azia, hag ar Mor Kreizdouar. En-dro dezhi emañ:

Da Vro-C'hres eo an enezegoù strewet e Mor Egea, war-bouez div enezenn abaoe 1923.

Ar riblennoù douaroniel a zo pe hini Bro-C'hres er Su, e Kornôg hag e Norzh p'eo riblenn Reter aodoù Turkia Kornôg. Koulskoude an harz politikel etre Bro-C'hres ha Turkia a zo etre an inizi hag aod Turkia nemet evit daou anezho.

Er Biz e kaver strizh-mor Çanakkale (an Dardanelloù) a gas da vor Marmara ha pelloc'h d'ar Mor du dre strizh-mor ar Bosfor. Eus Kornôg da Reter ez eus etre 300 ha 400 km hag eus Norzh d'ar Su war-dro 600 km. Ur mor don eo pa n'eus kalz kalz a blateiz kevandirel. An deun a ziskenn betek 2 500 m e Norzh Enez Karpatos.

An inizi[kemmañ]

Niverus eo an inizi.

Orin e anv[kemmañ]

Gwechall ne veze ket kaoz eus mor Egea, un anv diazezet war ur vojenn gozh.

Hervez ar vojenn en doa goulennet Egeos, roue Aten, digant e vab Theseüs, ma vije lakaet gouelioù gwenn ouzh e lestr ma teufe en-dro goude bezañ trec'h war an Minotaor. E barr al levenez edo an dud e bourzh al lestr goude trec'h an haroz yaouank ha n'o doa ket soñj eus an dra-se ken. Setu perak en em daolas ar roue kozh er mor, gant ar glac'har, diwar tornaod ar c'hab Sounion pa welas ar gouelioù du.

Anvioù kozh[kemmañ]

  • Αρхιπέλαγος ( Arc'hipelagos) eo a veze lavaret gant tud Hellaz kozh, da lavaret eo ar "Mor pennañ", hervez o doare da welet.
  • Er Grennamzer e veze graet "Arcipelago" eus ar mor-se gant tud Venezia. E 1268 e voe implijet en un emglev sinet etre Venezia hag an impalaer Mikael VIII Paleolog, un anv a rae anv war un dro eus ar mor hag eus an inizi.
  • Ar gerioù gregach hag italianek o deus roet ar ger gallek "archipel" met deuet eo ar ger-se da dalvezout "strollad inizi" dre vras.
  • Adalek an XIXvet kantved hepken eo e kroger da gomz eus Mor Egea.

Anvioù brezhonek[kemmañ]

  • An Enezvor hag ar Mor Enezek a gaver e geriadurig Roparz Hemon. Dont a ra an anvioù-se eus an Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh gant Meven Mordiern.
  • Mor Egaios a gaver en ul levr-skol embannet gant TES(Daveoù a vank).

Istor[kemmañ]

Abaoe ouzhpenn 4000 bloaz e oa ur mor gresian pa voe kemmet an traoù gant feur-emglev Lausanne e 1922. Roet e voe an aod reter da Durkia, pezh a redias an dud da zivroañ, dre ma oa gant ar C'hresianed e oa ar muiañ niver en darn vrasañ eus an inizi.

En Henamzer[kemmañ]

Seul aesoc'h e oa d'an Henc'hresianed merdeiñ eno ma oa meneziek an aodoù, niverus an inizi, tostik an eil enezenn diouzh eben ha ma ne veze ket kollet gwel eus an douar hogos gwech ebet. Aesoc'h a se ivez gwareziñ al listri diouzh ar gwallamzer pe an enebourien.

Bez ez eo ar mor-se unan eus kavelloù ar vorveli kentañ anavezet en istor, hini Aten er Vvet kantved kent JK, war-lerc'h da Hellaziz bout trec'h war an Impalaeriezh ar Bersed (gwelet Brezelioù medek).

Pa voe aloubet Hellaz gant Roma (war-dro 167 kent JK) e voe aodoù ar mor er memes bro: an Impalaeriezh roman, hag en Impalaeriezh Bizantion goude, betek donedigezh an Durked.

Er grennamzer[kemmañ]

Rannet e voe an aodoù etre Hellaziz, Turked, hag ar Stadoù latin (Venezia dreist-holl) ken na voe kemeret Enez Rodez gant an Durked e 1522, hag aloubet Kreta er XVIIvet kantved (Kandia e 1669, Spinalonga e 1718).

Enebiezh etre Gres ha Turkia[kemmañ]

E 1830 e voe diframmet he dizalc'hted gant Gres digant an Impalaeriezh otoman. Klasket he deus Bro-C'hres bodañ en-dro dezhi an holl zouaroù poblet gant Hellaziz.