Karpathos

Eus Wikipedia
Pigadia, kêr-benn enez Karpathos

Karpathos (Κάρπαθος e gresianeg, Kerpe e turkeg, Scarpanto en italianeg, Carpathus e latin) zo un enezenn eus Gres, etre Kreta hag enez Rodos, e gevred Mor Egea. Asambles gant enez Saria, e-kichen, ez a d’ober kumun Karpathos.

En em astenn a ra war ur gorread 324 km2 hag ar menez Kalí Límni eo he foent uhelañ (1215 m). Annezet eo gant 6 511 a dud, a vev diwar al labour-douar hag ar pesketaerezh. Pigadia eo kêr vrasañ ha porzh pennañ Karpathos.

E dalc’h Republik Venezia e oa an enezenn eus 1306 betek 1540, pa voe aloubet gant Turked an Impalaeriezh Otoman. E 1912 e tremenas etre daouarn Italia. Goude an Eil Brezel-bed e teuas da vezañ stag ouzh Gres.