Brezelioù medek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Herodotos, ar vammenn bennañ evit ar brezel-se.
Toukidides a gendalc'has danevell Herodotos.

Ar Brezelioù medek a zo un heuliad brezelioù etre Impalaeriezh Persia ha keodedoù Henc'hres a zeraouas e 499 kent J.-K. hag a badas betek 449 kent J.-K.. Kregiñ a reas ar stourmoù etre bed ar C'hresianed, rannet en un niver a geodedoù, hag Impalaeriezh Persia pa oa aloubet Ionia gant Persed Kirus Veur e 547 kent J.-K.. Da sujañ keodedoù dizalc'h o spered Ionia e anvas ar Bersed tiranted da ren pep hini anezhe. Ur vammenn a drubuilhoù e voe koulz evit ar C'hresianed hag evit ar Bersed.

E 499 J.-K. e kemeras perzh tirant Miletos, Aristagoras, en un ergerzhadeg da gemer Naksos, gant skoazell ar Bersed[1]. Ur c'hwitadenn vras e voe an ergerzhadeg hag, a-raok ma vefe roet e zigouvi dezhañ gant ar Bersed, e tivizas Aristagoras atizañ holl keodedoù gresian Azia-Vihanañ d'en em sevel a-enep ar Bersed. Deroù Emsavadeg Ionia e oa. Padout a reas betek 493 J.-K., o sachañ muioc'h-mui a vroioù eus Azia-Vihanañ er brezel. Aristagoras a zeuas a-benn da c'hounit skoazell eus Aten hag eus Eretria, hag e 498 J.-K. e sikouras brezelourien an div geoded kemer ha deviñ Sardeis a oa kêr-benn ar Bersed er vro. Darius Iañ a reas ar mennad d'en em veñjiñ eus Aten hag Eretria abalamour da se. Kenderc'hel a reas an emsavadeg, e-pad daou vloaz. E 494 J.-K. en em vodas nerzhioù ar Bersed da dagañ kalon an emsavadeg e Miletos. Koll da vat e voe brezelourien Ionia en emgann Lade ha mouget e voe an emsavadeg. Faezhet e oa e izili diwezhañ bloaz goude.

Abalamour ma oa o klask miret na ziwanfe emsavadegoù all en e impalaeriezh ha na zeufe Gresianed an Douar-bras d'emellañ en e aferioù e savas Darius ar raktres da aloubiñ Bro-C'hres ha da gastizañ Aten hag Eretria dre benn m'o doa devet Sardeis. Kregiñ a reas aloubadeg kentañ Bro-C'hres e 492 J.-K.. Renet e oa gant ar jeneral Mardonios a gemeras Trakia ha Makedonia a-raok rankout paouez gant e ergerzhadenn abalamour d'un nebeud troioù fall. E 490 J.-K. e oa kaset un eil arme e Bro-C'hres, dre an Enezvor en dro-mañ, dindan urzhioù Datis hag Artafernes. Sujañ a reas an inizi Kikladez, a-raok lakaat ar seziz war Eretria a voe kemeret ha distrujet. Koulskoude e voe trec'het ar Bersed penn-da-benn gant Ateniz en Emgann Marathon da c'houde. Darius a grogas neuze da brientiñ aloubadeg Bro-C'hres a-bezh, met mont a reas da anaon e 486 J.-K. E 480 J.-K. E vab Kserses a renas eil aloubadeg Henc'hres gant ar Bersed gant unan eus an armeoù brasañ bodet biskoazh en Henamzer. O zrec'h war Stadoù kevredet Bro-C'hres (renet gant Sparta hag Aten) en Emgann an Termopiloù a roas o zu d'ar Bersed da aloubiñ ar pep brasañ eus Bro-C'hres. Koulskoude e voe trec'het penn-da-benn ar Bersed en Emgann Salamis, a-greiz ma oant o klask distrujañ listri ar C'hresianed. Bloaz war-lerc'h e voe tro ar gevredidi da dremen d'an argad ha trec'hiñ a rejont arme ar Bersed en Emgann Plataea. Tec'het a reas nemorant ar Bersed etrezek an norzh.

Kenderc'hel a reas ar gevredidi war o lañs ha distrujañ a rejont peurrest listri Impalaeriezh Persia en Emgann Mikale, a-raok argas gwarnizonoù ar Bersed eus Sestos (e 479 J.-K.) ha Bizantion (e 478 J.-K.). Ar pezh a reas ar jeneral Paosanias e-pad seziz Bizantion a droas kalz eus keodedoù Bro-C'hres a-enep Spartaiz, hag ar c'hevredad a-enep ar Bersed en em vodas neuze dindan renerezh Ateniz, e stumm Kevre Delos. Hemañ a gendalc'has gant ar brezel a-enep Persia e-pad tregont vloaz, oc'h argas tamm-ha-tamm ar gwarnizonoù a chome eus Europa. En Emgann Eurimedon e 466 J.-K. e c'hounezas ar c'hevre un trec'h doubl a roas ar frankiz da vat da geodedoù Ionia. Koulskoude, goude emell ar c'hevre en un emsavadeg en Egipt (eus 460 da 454 kent J.-K.) e voe koll en un doare bras ha paouez a reas an argadoù a-enep an impalaeriezh. Kaset e voe listri da Giprenez e 451 J.-K., met seveniñ a rejont nebeut a dra, ha pa en em dennas an ergerzhadeg e echuas ar Brezelioù medek didrouz. Mammennoù istorel zo a laka da soñjal e voe sinet ur feur-emglev peoc'h etre Aten ha Persia, Peoc'h Kallias, daoust ma'z eus dizemglev war ar c'hraf-se abaoe an Henamzer.

Notennoù[kemmañ]

  1. Ehrenberg, Victor (2011). From Solon to Socrates: Greek History and Civilization During the 6th and 5th Centuries J.-K., 3, Abingdon, England : Routledge. 99–100 p. ISBN 978-0-41558487-6.