Mardonios

Eus Wikipedia

Mardonios ((henberseg : Mardoniye, henc'hresianeg Μαρδόνιος) a oa ur jeneral eus Impalaeriezh Persia en deus bet ur roll bras er brezelioù medek. Kar e oa da diegezh an Ac'haemenided.

Mardonios a oa mab Gobrias, un noblañs eus Persia en doa skoazellet ar priñs Darius, eus tiegezh an Ac'haemenided, pa oa o klask gounit an tron. Kreñvaet e voe ar c'hevredad etre ar roue nevez hag e vignon gant euredoù diplomatek : Darius a zimezas da verc'h Gobrias, ha Gobrias gant c'hoar Darius. Eurediñ a reas Mardonios gant Artazostre, unan eus merc'hed Darius I.

E 492 kent J.-K. e renas ar c'hentañ ergerzhadeg kaset gant Darius a-enep Henc'hres. Goude trec'hoù en deroù e voe harzet gant eneberezh an Draked ha peñse e listri e-kichen ar Menez Athos. Ret e voe dezhañ distreiñ en Azia-Vihanañ.

E-pad an eil brezel medek e eile ar roue nevez Kserses I a lezas anezhañ e penn un arme pa zistroas d'e impalaeriezh goude ma oa koll ar Bersed en Emgann Salamin. Klask a reas sevel divizoù gant Aten e-pad goañvezh 480 a-raok J.-K. mes pa nac'has an Ateniz e aloubas Attika en-dro. Kemer a reas Aten adarre, kuitaet gant e annezidi, a-raok bezañ lazhet e-kreiz Emgann Plataea (479 a-raok J.-K.).