Kserses Iañ

Eus Wikipedia

Kserses I (Perseg: خشایارشا, Khšāyāršā, Henberseg: Xšayāršā), ganet war-dro -519, marvet e -465[1],[2],[3], mab Darius Iañ a oa « Roue meur » Impalaeriezh Persia. Ezel e oa eus tierniezh an Ac'haemenided a renas ivez en Henegipt e-doug ar XXVIIvet tierniezh. Manethon a ra anezhañ Kserses Veur hag e kont 21 vloaz ren (Africanus, Eusebios). Trec'het e oa e armeoù pa glaskjont aloubiñ Henc'hres.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diouzhtu goude bezañ deuet da vezañ roue e euredas Darius I (mab Histaspes) gant Atosa (Merc'h Kirus Veur). Diskenn a raent o-daou eus Ac'haemenes dre lignezioù disheñvel. Dimeziñ d'ur verc'h eus Kirus a greñvaas kurun Darius[4].

Kserses ne oa ket mab henañ Darius, hag hervez hengoun Iran gwezhall ne zlee ket kemer lec'h e dad ar roue. Kserses a oa koulskoude mab henañ Darius hag Atossa ha dre-se diskennad da Zarius dre an daou du. Ober a rae anezhañ ar roue da choaz evit Persia[5]. Artobazan a oa bet ganet gant gwreg "Darius ar sujed", e-skoaz Kserses a oa ar mab henañ ganet goude kurunidigezh Darius, ha mamm Artobazan ne oa ket eus an noblañs e-skoaz hini Kserses a oa merc'h saver an impalaeriezh[6].

Kserses a oa kurunennet e miz Here-miz Kerzu 486 kent J.-K. hag e kemeras lec'h e dad war an tron[7] Pa oa e-tro 36 vloaz[8]. Tremen a reas ar galloud da Gserses en un doare aes abalamour da due aotrouniezh vras Atosa evit lod[4] ha den ne enebas ouzh e gurunidigezh el lez pe en e familh[9].

Hogos diouzhtu e vougas un emsavadeg en Henegipt hag e Babilon a oa tarzhet er bloaz kent, hag envel e vreur Ac'haemenes gouarnour pe satrap (henberseg : khshathrapavan) Egipt. E 484 kent J.-K. e feukas Babiloniz o tiberc'hennañ anezhe dre heg[10] eus delwenn aour Bel (Mardouk, Merodac'h) a lakaaas da deuziñ. An taol disakr-se a vountas Babiloniz d'en em sevel e 484 hag e 482 kent J.-K., kement ha ken bihan ma lenner e dielloù kempred Babilon e nac'has Kserses titl e dad, roue Babilon, hag e oa anvet kentoc'h roue Persia ha Media, Roue Veur, Roue ar rouaned (Shahanshah) ha Roue broadoù (da lâret eus ar bed).

Daoust ma'z eus savet un nebeud kudennoù diwar-benn e relijion abalamour da zanevell Herodotos en e Istorioù e soñj ar skolveuridi a vremañ e oa Zoroastrad[11]

Brezelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aloubadeg an douar-bras e Bro-C'hres[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kserses o sellet ouzh skourjezadur an Hellespontos (skeudenn eus 1909)

Aet e oa Darius da anaon a-greiz ma oa o prientiñ un eil arme da aloubiñ Bro-C'hres. Lezet e oa ar c'hefridi d'e vab da gastizañ Ateniz, annezidi Naksos, ha keodediz Eretria evit ar perzh o doa kemeret en Emsavadeg Ionia, tangwall Sardeis hag o zrec'h war ar Bersed en Maraton. Adalek 483 kent J.-K. e prientas Kserses e ergerzhadeg : Kleuzet e voe ur ganol a-dreuz strizh-douar ledenez ar Menez Athos, pourvezioù a oa sanailhet e lec'hioù a-hed an hent a dremene a-dreuz Trakia, savet e oa daou bont dreist an Hellespontos. Bodañ a reas soudarded eus meur a vroad en e armeoù, en o zouez Asirianed, Fenikianed, Babiloniz, Egiptiz ha Yuzevien[12].

Hervez an istorour gresian Herodotos e c'hwitas kentañ esae Kserses da deuler ur pont war an Hellespontos abalamour ma oa distrujet ar pont papiruz gant ur barrad amzer. Kerses a ordrenas neuze e ve skourjezet an Hellespontos (ar strizh-mor e-unan) tri c'hant gwezh ha ma vefe taolet ereoù en dour. Berzh a reas eil esae Kserse da deurel ur pont dreist an Hellespontos[13]. Sevel a reas ur c'hevredad gant Kartada, ar ezh a viras ouzh rieien c'halloudek Sirakusa hag Agrigentum da sikour Bro-C'hres. Kalz Stadoù gresian bihan en em renkas ouzhpenn a-du gant ar Bersed, Tessalia, Tebez hag Argos peurgetket. Loc'hañ a reas Roue ar rouaned en nevezamzer e 480 kent J.-K. diouzh Sardeis gant ur strollad listri hag un arme zo c'hwezet he niver gant Herodotos a gomz eus daou vilion soudarded ha d'an nebeutañ 10 000 brezelour eus ar vegenn anvet ar Re zivarvel. Nerzhioù gwirion ar Bersed a oa war-dro daou pe tri c'hant mill soudard. Trec'h e voe Kserses e-pad an emgannoù kentañ.

An Termopiloù hag Aten[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En emgann an Termopiloù e enebas ur bagad bihan a vrezelourien c'hresian renet gant ar roue Leonidas Sparta ouzh arme ar Bersed a oa kalz niverusoc'h, a-raok bezañ trec'het. Hervez Herodotos e oa torret falañs ar Spartaiz goude ma oant trubardet gant ur gresian anvet Efialtes a ziskulias d'ar Bersed un hent all da dremen dre ar menezioù. Goude an Termopiloù e oa kemeret Aten hag e oa kaset Ateniz ha brezelourien Sparta betek o linenn difenn diwezhañ e strizh-douar Korintos hag e pleg-mor saronik.

Dizemglev zo diwar-benn a c'hoarvezas da c'houde. Hervez Herodotos, pa en em gavas er geoded kuitaet gant hec'h annezidi, e roas Kserses an urzh da zeviñ anezhi. Keuz en defe bet hogos diouzhtu d'e urzh hag e ordrenas e ve adsavet antronoz. Kouskoude, lenneien eus Persia a eneb ouzh an danevell-se evel propaganda a-berzh ar C'hresianed. Sparta an hini, emeze, a oa enebour pennañ Kserses, ket Aten er brezel-se, ha Kserses n'en dije gounezet netra o tistrujañ ur greizenn kenwerzh evel Aten, ur wezh ma oa kemeret.

Enskrivadur eus Kserses Veur e-kichen Gwikadell Van

D'ar mare-se e oa kreñv ar gas ouzh ar Bersed e-touez ar C'hresianed, hag ar vrud e oa bet distrujet Aten gant Kserses a vije bet degemeret mat gant an holl, daoust ma'z eo gwirheñvel e krogas an tan dre zievezhted pa oa kuitaet ar geoded diwar dizh gant hec'h annezidi, pe e oa heuliet politikerezh an "douar devet" kuit ma vefe preizhet Aten gant arme Kserses.

En Artemisium e oa bet distrujet listri gresian gant ur barrad-amzer hag e paouezas an emgann pa glevas ar C'hresianed e oant bet faezhet en Termopiloù ha pa'n em dennjont kuit. Atizet e voe Kserses da dagañ listri ar C'hresianed (a-enep ali Artemisia Halikarnassos(Daveoù a vank)) gant ur ul lizher kaset gant Temistokles dezhañ, kentoc'h evit kas ul lodenn eus e listri en-dro d'ar Peloponnesos ha gortoz e teuzfe armeoù e enebourien. Gounezet e voe Emgann Salamis gant listri ar C'hresianed, d'an 29 a viz Gwengolo, e 480 kent J.-K.. Goude se e kilas Kserses da dremen ar goañv e Tessalia.

Abalamour da drubuilhoù e Babilonia e voe rediet Kserses da gas e arme gantañ da viret na vefe un emsavadeg. Lezel a reas un arme a-dreñv dezhañ, dindan urzhioù Mardonios, a oa faezhet bloaz goude en Plataea[14]. Ar C'hresianed a dagas hag a zevas ivez al listri a chome d'ar Bersed e Mikale. Troc'het e oa hentoù pourveziñ arme ar Bersed ha ne chome tra dezhe d'ober met kilañ ha klask distreiñ d'o bro dre hent an douar. Faezhidigezh ar Bersed a vroudas keodedoù gresian Azia d'en em sevel neuze.

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 465 kent J.-K. e oa muntret Kserse gant Artabanos, e vizir pe komandant e ward roueel hag an den gallousañ e lez Persia.

Hervez Aristoteles (e Politikerezh 5.1311b), e lazhas Artabanos Darius da gentañ ha goude Kserses. Pa zizoloas Artakserses ar muntr e lazhas Artabanos hag e vibien[15].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hervez mammennoù all e vefe marvet Kerses e -475 :Nous avons vu que, d’après la chronologie de Thucydide, Xerxès mourut vers la fin de l’année 475 avant Jésus-Christ, et que, selon le même historien, Thémistocle est arrivé dans l’Asie Mineure peu de temps après l’avènement au trône d’Artaxerce Longue-main, Mémoires présentés par divers savants à l’Académie royale des Inscriptions et Belles-Lettres de l’Institut de France
  2. Il faut donc, conformément à la Chronique alexandrine, placer la mort de Xerxès en 475 après onze ans de règne., E. Levesque, Revue apologétique
  3. Hervez Justinus, da vare muntr Kserses, ne oa e vab Artakserses nemet ur bugel, arpezh a oa gwir e -475, dre ma ne oa ken 16 vloaz.
  4. 4,0 ha4,1 Schmitt, R., Atossa in Encyclopaedia Iranica.
  5. Herodotos levrenn 7, Chap. 2. Excerpt: Artabazanes claimed the crown as the eldest of all the children, because it was an established custom all over the world for the eldest to have the pre-eminence; while Kserses, on the other hand, urged that he was sprung from Atossa, the daughter of Cyrus, and that it was Cyrus who had won the Persians their freedom.
  6. Olmstead: the history of Persian empire
  7. The cambridge history of Iran, levrenn 2, p. 509.
  8. Dandamaev, M. A., A political history of the Achaemenid empire, p. 180.
  9. The Cambridge ancient history vol. V p. 72.
  10. R. Ghirshman, Iran, p.191
  11. M. Boyce, "Achaemenid Religion" in Encyclopædia Iranica. Sellet ivez ouzh (1988) The Cambridge Ancient History Vol. IV, 2, Cambridge University Press. ISBN 0521228042.  p. 101.
  12. Farrokh 2007: 77
  13. Bailkey, Nels, ed. Readings in Ancient History, p. 175. D.C. Heath and Co., USA, 1992.
  14. Battle of Salamis and aftermath
  15. Dandamaev, M. A. (1989). A political history of the Achaemenid empire

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Herodotos, Istorioù, levrenn 6, Erato
  • Herodotos, Istorioù, levrenn 7, Polimnia

Levrioù a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]