Termopiloù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Monumant an Termopiloù hiziv an deiz

An Termopiloù [1] zo un tremen strizh eus Bro-C'hres etre Tesalia ha Locris. Emañ etre ar menez Œta hag aod su pleg-mor Maliakos.

Abalamour d'e bouez strategek (al lec'h tremen nemetañ eo etre Bro-C'hres an hanternoz hag ar c'hreisteiz) ez eus bet un niver a emgannoù en tremen strizh-se. An hini brudetañ eo stourm 300 spartaad dindan ar roue Leonidas, skoazellet gant o c'hevredidi, a-enep ar Bersed kaset gant Kserses e-pad ar brezelioù medek. Dalc'het e veze emvodoù añfiktioniezh Delfi eno ivez.

Ardremez[kemmañ]

Un tremen tost ret eo al lec'h-mañ war an hent norzh-su etre Lokris ha Tesalia e Bro-C'hres gant un dachenn mat-tre evit en em zifenn hag abalamour da se ez eus bet meur a emgann eno.

Da vare Leonidas e 481 kent J.-K. e oa kalz strisoc'h an tremen. War-dro 14 metrad a oa dindan an torraod. Gouelezennoù ar stêr Sperkeios o deus ledanaet an dachenn tamm-ha-tamm er c'hantvedoù betek tizhout daou pe bemp kilometr led [2]

Lodenn strishañ an tremen zo aet pelloc'h war-zu ar reter. Emgann Sperkeios en Xvet kantved etre armeoù Samuel Bulgaria hag ar jeneral bizantiat Nikeforos Ouranos a oa muioc'h en norzh eta tra ma ne oa ket lec'hiet emgann Alamana nag hini Gravia, e-doug Dispac'h 1821, en termopiloù, daoust dezhe da vezañ tost-kenañ.

Treuzet eo gant un hent-real bras hiziv an deiz, gant ur monumant da Leonidas war an tu reter eus an hent. Emañ dres a-dal d'an duchenn e lec'h m'emañ engravet epitaf Simonides Keos : « Lavar e Sparta, te zo o tremen/Amañ, feal d'he dever e kousk he soudarded. »[3]


Ul lodenn eus « kammdro Maliakos », anvet ivez « Kammdro ar marv », eo an termopiloù. Strishañ rann an hent-real etre an norzh hag ar su an hini eo. Kalz troioù a ra ha brudet eo evit bezañ bet lec'h kalz gwallzarvoudoù karr-tan.

Ar mammennoù dour zomm o deus roet e anv d'an tremen zo anezhe c'hoazh e harz an duchenn.

Emgannoù[kemmañ]

Gresianed ha Persed[kemmañ]

Leonidas en Termopiloù, gant Jacques-Louis David (1814)

Anavezet eo an Termopiloù evit ar gombat a voe eno e 480 kent J.-K.. ma stourmas un arme, enni war-dro 4000 gresian, a-enep arme ar Bersed dindan Kserses. E-touez arme ar C'hresianed e oa 300 spartaad, un niver a hiloted ha kevredidi eus Arkadia, Korintos, Thespiai ha Tebai[4].

Daoust d'ar Bersed da vezañ kalz niverusoc'h evit ar C'hresianed, n'ouzer ker d'ar just pet soudard o doa ha mont a ra an istimadennoù eus 200 000 betek 2 000 000 a soudarded.

Gresianed ha Galianed[kemmañ]

E 279 kent J.-K. E oa bet harzet un arme galian renet gant Brennus e-pad meur a viz gant un arme Gresianed renet gant an atenad Kallipus.

Brezelioù etre ar Romaned hag ar Seleukided[kemmañ]

E 191 kent J.-K. E klaskas Antiokos III derc'hel an tremen a-enep ar Romaned, renet gant Manius Acilius Glabrio, en aner. N'eo ket ken brudet an emgann a oa e 353 kent J.-K. e-pad an trede brezel sakr, pa voe stoc'het an hent ouzh Fulub II Makedonia gant 5000 hoplit atenat ha 400 marc'heger, nag emgann 267 pa voe faezhet an arme gresian bodet evit herzel an Heruled eno.


Brezel dieubidigezh Bro-C'hres[kemmañ]

E 1821, ur strollad stourmerien gresian renet gant Athanasios Diakos a glaskas herzel eno un arme 8000 turk a felle dezhañ diskenn eus Tesalia evit trec'hiñ emsavadegoù e Roumelia hag e Peloponesos. Diakos, goude bezañ en em gannet c'hoazh e pont Alamana gant 48 eus e soudarded a oa kemeret gant an Durked ha devet ent bev goude bezañ nac'het dont da vezañ muzulmat.

Eil brezel bed[kemmañ]

E 1941, e-pad an Eil brezel bed, e oa daleet a-walc'h an arme alamant gant an ANZAC (Australian and New Zealand Army Corps) evit ma c'hallfe an nerzh ergerzhiñ breizhveurat kuitaat ar vro ha mont da Greta. Dont a reas an emgann-se da vezañ anavezet dindan an anv a « Emgann an Termopiloù », abalamour ma n'anaveze an div gostezenn nemet anv al lec'h-se hepken en holl vro-Ftiotis. Ken brudet e oa an Termopiloù ma voe graet « an taol moc'herezh nevez e-kichen an termopiloù » eus taol moc'herezh pont ar Gorgopotamos e 1942, en dielloù alamant.


Notennoù[kemmañ]

  1. (en henc'hresianeg Θερμοπύλαι, Thermopúlai, a dalvez « an dorioù tomm », abalamour d'ar mammennoù dour tomm niverus tro-war-dro)
  2. John C. Kraft; George Rapp, Jr.; George J. Szemler; Christos Tziavos; Edward W. Kase. The Pass at Thermopylæ, Greece. Journal of Field Archaeology, levrenn 14, Nnn. 2. (1987), pp. 181-198.
  3. http://collections.iwm.org.uk/server/show/ConWebDoc.1261
  4. Herodotos, Istorioù, 7.202

Daveoù[kemmañ]

Cartledge, Paul, Thermopylae; the Battle that Changed the World, Overlook Press, New York, 2006

Liammoù diavaez[kemmañ]