Emgann Salamis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skeudenn eus Enez-Salamis, gant ar strizh-mor a-zehou

Emgann Salamis (Henc'hresianeg Ναυμαχία τῆς Σαλαμῖνος Naumachia tēs Salamikos) zo un emgann war vor a enebas, e miz Gwengolo 480 kent J.-K., morlu ar c'heodedoù gresian kevredet dindan renerezh Eurybiades ha Temistokles ouzh morlu ar Bersed kaset gant Kserses I, er strizh-mor etre an douar-bras hag Enez-Salamis, un enezenn er pleg-mor Aigina e-kichen Aten. Merkañ a ra barr eil aloubadeg Henc'hres a oa kroget e 480 kent J.-K..

Daoust m'o doa kalz nebeutoc'h a listri evit ar Bersed e oa gounezet ar c'hevredidi c'hresian d'ar soñj da en em gannañ adarre ouzh listri ar Bersed gant ar jeneral atenian Temistokles, gant ar spi e virfe un trec'h ouzh ar Bersed a gas o bigi a-hed aodoù Peloponnesos, a-dreñv da linenn difenn diwezhañ ar C'hresianed. Mennet e oa ivez ar roue Kserses da drec'hiñ ar C'hresianed da vat da echuiñ ar brezel. Da-heul ur finesa eus Temistokles e antreas morlu ar Bersed e strizh-mor Salamis hag e klaskas stankañ an daou zigor. Dre ma oa enk ar strizh-mor e teuas niver bras ar Bersed da vezañ un diaezamant. O bigi o deveze poan o leviata hag a grogas da vezañ dizurzhiet. D'ar mare-se e argadas listri ar C'hresianed renket en a-raok en ul linenn ha mont a reas an trec'h gante. Goueledet pe kemeret e oa d'an nebeutañ 300 lestr persat.

Notennoù[kemmañ]

studian a ran an dra se er skol

Gwelout ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.