Dodekanesa

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn eus Dodekanesa

An Dodekanesa (Δωδεκάνησα, en henc'hresianeg Dōdekánēsa, e gresianeg a vremañ Dodekánisa, en italianeg Dodecaneso, e turkeg Oniki Ada) zo un enezeg eus an Enezvor a vod en tu all da 160 enezenn hag enezennouigoù, en o mesk 26 enezenn didud. Hec'h anv a dalvez « daouzeg (dōdeka) enezenn (nēsos) ».

Emaint e-maez da aod gevred Turkia, e su Enez-Samos hag e biz Kreta. Bevennañ e ra Mor Kreta er reter[1]. Ul lodenn eus strollad an Inizi Sporades eo inizi an Dodekanesa. Un istor pinvidik o deus hag e kalz anezhe, e-touez ar re vihanañ zoken, e kaver ilizoù bizantat ha kastelloù eus ar Grennamzer.

An inizi pennañ[kemmañ]

An enezenn vrasañ ha brudetañ eo Enez Rodos he deus kontrollet ar vro tro-ha-tro e-pad kantvedoù. E-mesk ar re all ez eo a-bouez Kos ha Patmos war dachenn an istor. An nav enezenn all zo Astipalea, Kalimnos, Karpatos, Kasos, Leros, Nisiros, Simi, Tilos ha Kastelorizo. Gallout a reer menegiñ ivez inizi Agatonisi, Alimia, Arkoi, Chalki, Farmakonisi, Giali, Kinaros, Levita, Lipsi, Nimos, Pserimos, Saria, Sirna ha Telendos


Istor[kemmañ]

Kemplezh eo istor an Dodekanesa. Liammet eo ouzh istor ar C'hroaziadegoù, hini an Impalaeriezh otoman, Italia hag an Eil Brezel-bed. N'eo anavezet an enezeg dindan an anv-se abaoe 1908 hepken. D'ar mare-se e tivizas an daouzeg enezenn unaniñ da stourm ouzh gouarnamant Turkia[2],[3].

Notennoù[kemmañ]

  1. Peter Saundry, C.Michael Hogan & Steve Baum. 2011. Sea of Crete. Encyclopedia of Earth. Eds.M.Pidwirny & C.J.Cleveland. National Council for Science and Environment. Washington DC.
  2. Larousse encyclopédique, levrenn IV, p. 3330.
  3. Dictionnaire encyclopédique d'Histoire, Michel Mourre, levrenn X, p. 4836 evit Venezia hag ar C'hroaziadegoù, vol. IV, p. 2124 evit an impalaeriezh otoman, Italia hag an Eil Brezel-bed.