Enez Rodos
Enez Rodos pe Rodez (e gresianeg Ρόδος Ródos, Rodos ivez e turkeg) a zo un enezenn er Mor Kreizdouarel, perc'hennet gant Bro-C'hres.
Emañ e gevred Mor Egea, 17,7 km eus Turkia, etre Bro-C'hres ha Kiprenez. E 2004 e konted 100 000 a dud o chom enni.
Taolenn |
Kêr Rodos [kemmañ]
« Rodos » a zo ivez anv kêr vrasañ ha kêr-benn an enez, enni etre 50 000 ha 60 000 a dud o chom.
- Ramz Rodos a oa un delwenn ramzel e toull-porzh kêr Rodez hag a oa unan eus seizh Marzh ar Bed.
- Apollonios Rodos a oa ur barzh eus an Patrom:IIIde kantved a-raok JK.
Istor [kemmañ]
Adalek oadvezh ar maen e oa tud en enez.
E 322 kent Jezuz-Krist e voe staget Rodez ouzh impalaeriezh Aleksandr Veur. War-lerc'h e varv e chomas darempredoù stank etre Rodos ha rouantelezh ar Btolemeed a oa o ren en Egipt.
E 164 kent Jezuz-Krist e voe sinet un emglev gant kêr Roma.
Er I-añ kantved e teuas an abostol Paol da brezeg an aviel di.
Etre 1307 ha 1522 e oa diaezet Urzh Malta en enezenn. Gant soudarded an urzh e voe aloubet an enezenn etre 1307 ha 1310. Pezhioù mogerioù a weler hiriv c'hoazh a voe savet en-dro d'ar gêr.
E goueled-kêr emañ ar c'hollachion, m'edo palez mestr-meur an Urzh, hag an tier-herberc'h, ma veze annezet soudarded an urzh a deue eus Kornôg Europa da stourm a-enep Muzulmaned Palestina.
Seziz a voe laket war gêr Rodez e 1480, hogen ne voe ket aloubet gant Turked Soleiman a-raok 1522, war-lerc'h ur seziz a bemp miz.
E 1912 eo Italia a lakaas he c'hrabanoù war an enezenn a oa e dalc'h an Durked. Abaoe 1948 emañ e Bro-C'hres.
Tud [kemmañ]
- Mentor Rodos (Μέντωρ ὁ Ῥόδιος), goprsoudard.
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Rhodes ;