Abostol

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An daouzek abostol

Ar ger abostol (liester : ebestel) a zeu eus ar gresianeg ἀπόστολος apostolos da lavaret eo kannad, kevatal da visioner.

E barzh Aviel Mazhev (III, 13-19) e kaver roll an ebestel a zivizas mont da-heul Jezuz-Krist ha bezañ testoù eus e gelennadurezh goude e varv.

An daouzek abostol [kemmañ]

Hervez Mazhe e roas Jezuz-Krist an anv aramaeg Boanerges (Mibien ar C'hurun) da Jakez vab Zebede ha d'e vreur Yann.

Gant Kustentin Iañ, an impalaer roman e voe urzhiet e vije kaset archedoù an daouzek abostol da Gergustentin. Lakaet e voent e-kreiz Iliz an Ebestel-Santel e-lec'h ma c'houlennas Kustentin bezañ beziet e 337.

Troioù-lavar [kemmañ]

  • An daouzek abostol a vez graet eus taolioù ar c'hreisteiz.
  • Hemañ zo un abostol a dalv kement ha "hemañ zo ur c'hwil".
  • Abaoe amzer an ebestel a lavarer pa gomzer eus un amzer hir.
  • Traoù kozh-ebestel zo traoù kozh-kozh.