Doue an Tad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen


Skeudenn Doue an Tad hervez Julius Schnorr, 1860.

Doue an Tad a zo unan eus tri ferson An Dreinded gant Doue ar Mab ha Doue ar Spered Santel er Gristeniezh.

En un toullad relijionoù e vez roet d'an Doue nemetañ anv an Tad. E relijionoù lies-doueel zo e vez diskouezet an doue galloudusañ evel tad an doueed all. En Olimpos eo an doue Zeus a zo tad d'an doueed all.

Diorren a reas relijion ar Yuzevien anv an Tad evit Yahveh abalamour d'ar pezh en deus krouet -E grouidigezh- hag abalamour ma vefe Yahveh tad d'an Israel, da lavaret eo Tad da bobl Doue.

Jezuz Krist a ziazeze e gelennadurezh war perzh Doue evel Tad, an dra a vrasañ pouez gant karantez Doue evit kompren Doue er Gristeniezh, rak Jezuz a vefe mab d'an Tad hag an denelezh a-bezh gantañ. Diorroet e vo tadelezh Doue en doueoniezh kristen en ur zisplegañ e vez kement den a zo war an douar mab d'an aotrou Doue evel ma ziskouez deomp ar bedenn "Pater noster" (Hon Tad) an anv anezhi.

Peurliesañ, anv an Tad a sinifi hennezh a vez orin ar c'hrouadurioù, an hini a zo dreist pep tra, an aotrouniezh holl-c'halloudeg hag un diwaller war un dro. Ouzhpenn-se, Doue an Tad a zo sellet outañ evel ur boud divent, hollc'halloudek, hollouiziek, holl-vezant a vez ken didermen e c'halloud hag e garantez. Hervez teologiezh ar Gristenien,ar mab-den ne c'hell ket kompren Doue an Tad ez klok . Da skouer, pa oa o paouez skrivañ e Summa Theologica, sant Tomaz Akwino e glozas en ur embann n'en doa ket komprenet Doue an Tad c'hoazh.

An doare da ginnig Doue en arzoù -difennet groñs gant ar yuzevegezh kentañ- a vo muioc'h-mui diorroet dre al livaj hag ar gizellerezh. Doue an Tad a vo kinniget e doareoù disheñvel an eil diouzh egile : evel ul luc'h pe evel un den deuet en oad gant ur barv gwenn. Diazezet eo an doareoù-se war testennoù ar Bibl.

Doue an Tad er Bibl[kemmañ]

An holl avielerien ne seblantont ket reiñ ar memes pouez da dadelezh an aotrou Doue : pemp gwezh nemetken e vez graet anv anezhi en Aviel hervez sant Mark. An Aviel hervez sant Lukaz a ra anv anezhi nemet e bugaleaj Jezuz hag en e Basion vras. Anv a zo bet graet eus tadelezh Doue e-pad parabolenn ar mab prodig memes tra. Skridoù sant Yann an avieler eo a ro ur plas bras da dadelezh an aotrou Doue : c'hwezek gwezh e ra anv anezhi en e ziv lizher. E-barzh an Aviel hervez sant Yann, an dadelezh a zo ur mennozh diorroet ken-ha-ken, livet eo-hi evel ur gwir adopsion a laka an holl-Gristenien da gemer lod enni, dre ar badeziant ha Jezuz, evit ur ganedigezh nevez hag a zigor anezho da Zoue an Tad.

Tadelezh an aotrou Doue a zo sevenet-tre er bedenn "Hon Tad". Kelennet a zo bet ar bedenn-mañ d'an diskibien digant Jezuz. E-serr ober an dra-se, diskouez a rae pegen a-bouez-bras eo an tadelezh evit gouzout e vez an aotrou Doue ur boud hag a zo un dreinded.

Diskouezadeg[kemmañ]