Jakez, mab Zebede (abostol)
Jakez an Henañ pe ar C'hoshañ , zo unan eus an daouzek abostol o deus heuliet Jezuz Krist, ha « Jakez, mab Zebede » ( Yaakov Ben-Zebdi/Bar-Zebdi), a vez graet anezhañ en Testamant Nevez. Mab eo da Zebede eta ha da Mari Salome.
Breur henañ an abostol Yann eo, ha Jakez an Henañ, pe ar C'hoshañ a vez lavaret anezhañ abalamour da se, hag evit lakaat kemm etre eñ hag an abostol all « Jakez mab Alfe ». Eus Jakez hag e vreur Yann e vez graet ar Boanerges anezhe o-daou er Bibl, da lavaret eo « Mibien ar gurun » (Mazhev IV:21-22).
Bez e oa e-touez ar re gentañ eus an Ebestel, hag unan eus ar re dostañ ouzh Jezuz e oa. Gant Pêr ha Yann e oa er mareoù a-bouez ,ha da goulz e varv e Menez an Olivez.
Lakaet eo bet da sant gant an Iliz katolik.
Taolenn |
[kemmañ] Jakez ha Santiago
[kemmañ] Santiago a-enep an Islam
Gant ar roue Alfonso hag e warlerc'hidi e voe troet an abostol da arouez er brezel a-enep an islam, evel-se eo ganet mojenn ar Santiago Matamoros, Sant Jakez lazher Mored, a veze brudet a-hed Hent Sant Jakez.
Er bloaz 859 e lavaras ar roue Ordoño Iañ Asturiez e oa bet trec'h war ar Vored en Emgann Clavijo abalamour m'en doa gwelet Santiago Matamoros.
[kemmañ] Levrlennadur
- Abad Georges Berson, Avec saint Jacques à Compostelle ISBN 2-220-05603-1
- Ferdinand Soler, Guide pratique du Chemin de Saint-Jacques de Compostelle ISBN 2-84454-334-0