Yann
Yann zo un anv-badez brezhonek a zo deuet eus ar Bibl, hag a vez roet d'ar baotred.
A-wechoù e vez klevet anv eus ar stummoù Yanna, pe Yannez, evit ar merc'hed, met ar re-se a seblant ijinet nevez zo. Graet e vez gant Janed kentoc'h, un anv deuet eus ar galleg.
Taolenn |
Gerdarzh[kemmañ]
Dont a ra eus an hebreeg יוֹחָנָן (Jōħānān) a dalv kement ha "Doue a zo madelezhus"), deuet da vezañ Ἰωάννης (Iōánnēs) e gregach, ha Johannes e latin.
Un anv "boutin"[kemmañ]
Un anv roet stank e oa e Breizh, hag en holl vroioù kristen, dre ma oa anv daou sant eus penn kentañ istor ar gristeniezh. Krog eo e vrud da goazhañ abaoe ur pennad avat.
Adstummoù[kemmañ]
- Yannig e brezhoneg, skrivet Yannick e galleg. Er bloavezhioù 1950-1960, pa ne veze desket tost tamm brezhoneg ebet er skol, e oa ar c'hiz da skrivañ ick en anvioù-badez evel Annick, Jannick, Loick, Pierrick, Yannick, Yvonnick.
E yezhoù all[kemmañ]
Kavout a reer an anv Yann, pe e gevatal, en holl yezhoù Europa ha dre ar bed, abalamour da emled ar relijion kristen.
- Yezhoù keltiek
- Jowan e kerneveureg
- Eóin pe Seán en iwerzhoneg
- anv ar skosad Sean Connery
- Eòin pe Seathan e gouezeleg Skos
- Siôn pe Sion hag Ioan hag Ieuan, hag Iwan e kembraeg
- Yezhoù romanek
- Jean (skrivet Jehan, gwechall) e galleg,
- anv daou roue gall
- anv meur a sant gall, Jean Eudes, Jean-Baptiste de la Salle, ha re all
- Jeanne eo ar furm wregel
- Giovanni (pe Gianni dre verrdro), en italianeg,
- anv 23 fab, hep kontañ 2 a voe Giovanni Paolo
- anv ar sant Giovanni Melchior Bosco Ochienna, anavezet evel Don Bosco
- Giovanna pe Gianna eo ar furm wregel
- João e portugaleg
- Joan, e katalaneg, a zo ivez furm wregel an anv e saozneg,
- Juan e spagnoleg
- Juan de la Cruz, pe Yann ar Groaz, barzh spagnolek ha sant
- Juana eo ar stumm wregel
- Xoán pe Xan, e galizeg
- Jean (skrivet Jehan, gwechall) e galleg,
- Yezhoù germanek
- John e saozneg, Johnny ha Jacky ar stummoù bihanaat
- anv ar roue saoz brudet, John Lackland, anvet ivez Yann Dizouar e brezhoneg,
- Joan, Joanna, Jane eo ar furmoù gwregel
- Johannes pe Johann, en alamaneg (ha yezhoù germanek arall evel an nederlandeg pe an daneg), ha Hans pe Jan ar stummoù bihanaat
- Johannes Brahms, sonaozour
- Jens, Johan, Jan, Hans e daneg
- Jón, an anv-badez poblekañ en Enez ar Skorn
- John e saozneg, Johnny ha Jacky ar stummoù bihanaat
- Yezhoù baltek
- Jonas , e lituaneg
- Yezhoù all
- Jon (distaget Yôn), hag Iban, pe Manex, pe Xan, en euskareg
- Ίώαννης e henc'hresianeg ha Γιάννης e gresianeg a-vremañ
Tud[kemmañ]
E-touez an dud anvet Yann
- 2 a oa sent, gwelout Sant Yann
- 23 Yann a voe pibien, gwelout Yann (pab)
- 8 Yann a voe impalaerien ar Reter, gwelout Yann (impalaer)
- 5 Yann a voe duged Breizh, gwelout Yann (dug Breizh)
- 2 Yann a voe roueed gall, gwelout Yann (roue Bro-C'hall)
- ur Yann a voe roue Bro-Saoz, Yann Dizouar
- 2 Yann a voe rouaned Aragon
- ur roue eus Bohemia, Yann an Dall (1296-1346) anavezet ivez evel Yann Luksembourg
- 6 Yann a voe roueed Portugal, gwelout João
- 3 Yann a voe roueed Pologn, gwelout Yann (roue Pologn)
Sent kristen[kemmañ]
Daou sant kentañ[kemmañ]
Anaout a reer da gentañ:
- Yann ar Badezour , an diouganer a vadezas Jezuz, deuet an anv kristen Yann-Vadezour, hag an anv-badez, diwar e lesanv, lidet d'ar 24 a viz Mezheven pe d'an 29 a viz Eost.
- Yann an Abostol, hag an Avielour, a skrivas ar pevare aviel ha levr an Diskuliadur, lidet d'ar 27 a viz Kerzu pe d'an 8 a viz Mae
Sent all[kemmañ]
Sent all zo bet avat:
- Yann Diarc'hen (1280-1349); ganet e Sant-Nouga, e Leon.
- Yann an Aluzener, lidet d'an 23 a viz Genver, pe a viz Du e reter Europa
- Yann Bosco, sant italian
- Yann Brébeuf
- Yann Cassien
- Yann Capistran
- Yann Krizostom
- Yann Klimak
- Yann ar Groaz, ur sant spagnol a oa Juan de Yepes e wir anv,
- Yann Damasken
- Yann Doue
- Yann Efeza
- Yann Eudes
- Yann de Lalande
- Yann Matha
- Yann Nepomuken
- Yann Sant-Tomas
Tud all[kemmañ]
Breizh[kemmañ]
- Yann Derrien, saver sonioù
- Yann Landevenneg, abad Landevenneg, hag anv ur pezh gant Yann-Vari Perrot,
- Yann Vari Joanno, beleg katolik ha skrivagner brezhonek
- Yann-Vari Perrot, beleg katolik ha skrivagner brezhonek
- Yann Fouéré, broadelour
- Yann Goulet, broadelour
- Yann Jouet, broadelour
- Yann Gerven, skrivagner ha romantour brezhonek
- Tri Yann, sonerien
Bro-C'hall[kemmañ]
- Yann Arthus-Bertrand, luc'hskeudenner pinvidik
- Yann Lachuer, melldroader a orin breizhat
- Yann Queffelec, skrivagner a orin breizhat
- Yann Tiersen, soner
- Yann Wehrling, politikour eus Elzas
Kanada[kemmañ]
- Yann Martel, skrivagner
Gouel Yann[kemmañ]
Klotañ a ra Gouel Yann, a zegouezh d'ar 24 a viz Mezheven, gant deroù an hañv.
Yanned[kemmañ]
- E brezhoneg e vez implijet Yann evel anv n'eus forzh piv (Fañch a-wechoù), pe n'eus forzh pe baotr (Soaz alies evit ar merc'hed, Marijan a-wechoù):
- Ur Yann bennak : un den, n'ouzer ket piv, pe ne vern piv;
- Yann Vrezhonek pe Yann Vrezhoneger a vez lavaret ivez pa gomzer eus an holl vrezhonegerien
- Yann Frank-e-c'houzoug: lesanv al lonkerien
- Yann Gaezh, anv an holl beorien
- en deus ur vuoc'h, hag e lavarer diwar-benn ul loen: Honnezh zo evel buoc'h Yann gaezh, Ha n'he doa na leue na laezh,
- en deus ur c'hi, hag a lavarer diwar e benn: Ki Yann Gaezh zo marvet gant an naon : n'eus deuet den da reiñ dezhañ da zebriñ.
- a vo lavaret a-wechoù gant un den o komz diwar e benn e-unan.
- Yann Gouer eo anv an holl gouerien
- Yann Lonk, al lonkerien
- Yann ar Mil Micher, a rae mil micher ha ne ouie hini ebet, hervez ar vrud. Lavaret e vez ivez Daniel ar Mil Micher hervez levrioù Jules Gros.
- Yann Saoz: ar Saozon
- Yann Soudard: ar soudarded
- Yann Douz, un anv a vez graet diwar-benn an dud touzet, dreist-holl en amzer ma tremene an holl yaouankizoù dre an arme,
- Pa vez aet kozh Yann Douz e vez graet Yann Voal anezhañ.
- Yann Vartolod: ar vartoloded
- Yann Voal : ar pennoù moal
- Yann Vourdoù: lesanv ar farserien
- Yann Vous: ar vugale, ar baotred.
Yann ar Yod[kemmañ]
Diwar skouer ar galleg marteze eo deuet an anv Yann (ha Yannig dreist-holl) da vezañ arouez ar sotoni.
- Yann al Leue, Yann ar Yod,
- Yann Seitek a laka triwec’h d’ober naontek, eo patrom an dud n'int ket fin
- Yann-Yann, Yann div wech Yann, gwelout Jean-Jean.
Yannig[kemmañ]
Ur Yannig n'eo ket un den fin, evel ma weler e div ganaouenn:
- Me eo ar paour-kaezh Yannig, SBI
- Me eo ar sotañ Yannig ’zo bet biskoazh er bed. Kanaouenn.