Sant

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Ur sant zo un den a azeuler goude e varv, er relijion gatolik dreist-holl, dre an abeg ma talv e vuhez da skouer d'ar gristenien all.

A-bouez eo bet ar sent en istor ar gatolikiezh, ha santelaet eo bet an ebestel gentañ, hag ar bibien gentañ.

[kemmañ] Sent Breizh

Sent Breizh avat, dre ma ne heulient ket ar boazioù roman, n'eo ket bet anavezet o santelezh gant pibien Roma. Met ne vire ket ouzh ar bobl d'o enoriñ.

Anavezet eo sent kozh Breizh dre ar Buhezioù (Uitae) savet gant o diskibien ha menec'h er Grennamzer.

Skrivet eo bet Buhez ar Sent evit reiñ o skouer vat d'ar bobl.


[kemmañ] Troioù-lavar

  • Bezañ ur sant, ur gwir sant: kaout vertuzioù ur sant, bezañ madelezhus pe kaout pasianted, gouzañv hep klemm.
  • Hennezh a oa nec'het, Evel Sant Pêr en e bec'hed.