Katoligiezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar gatoligiezh, pe relijion gatolik, a zo ur rann eus ar relijion gristen.
Da gentañ ne oa kaoz nemet eus kristeniezh, met adalek marevezh ar brotestantiezh, er XVIvet kantved e komzer eus katoliked, ha n'eo ket eus kristenien hepken.
Dont a ra ar ger eus ar ger gregach καθολικός / katholikós , a dalvez hollek, hollvedel.
[kemmañ] Diazezoù
Diazezet eo ar gatoligiezh war an Iliz katolik roman, renet gant ar pab, eskob Roma.
Er yezh voutin e vez anv eus ar "Relijion gatolik", hogen, e gwirionez e vefe ret komz kentoc'h eus ar gredenn gatolik, a zo resisoc'h, rak eus ar relijion gristen eo ez eus anv e gwirionez. E-barzh ar relijion gristen eta, ez eus meur a gredenn : - ar gredenn gatolik (ur milmilion a dud) - ar c'hredennoù "reizhkredennek" pe "ortodoks" - ar c'hredennoù protestant