Hindouegezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Hindouegezh (Sañskriteg: हिन्दू धर्म, Hindū Dharma, a vez graet ivez |सनातन धर्म, Sanātana Dharma) anezhi, a zo ur relijion a orin eus Indez. Dindan an anv-se e lakaer kalz traoù disheñvel, kredennoù, obererezh, skridoù pe anvioù. An darn vrasañ eus an Hindoued a gred en ur spered eus ar bed a reont Brahman anezhañ hag a azeulont e meur a stumm, skeudennet ma'z eo gant doueed evel Vichnu, Chiva ha Chakti. E-barzh an hindouegezh ez eus kant tra d'ober, da anavezout ar spered a zo e pep lec'h ha d'an den da anavezout e natur-eñ e-unan.

Ur miliard a feizidi[kemmañ]

An trede relijion vrasañ er bed eo an hindouegezh. E 2005 e konted tost d'ur miliard a feizidi, 890 milion anezho o chom en India. [1]

Ar broioù all enne kalz a hindoued zo Nepal, Bangladesh, Pakistan, Sri Lanka, Indonezia, Malaysia, Singapore, ar Rouantelezh Unanet, Kanada hag ar Stadoù-Unanet. N'eus nemet ur vro, Nepal, he deus lakaet an hindouegezh da relijion ofisiel.

Gwelet e vez an hindouegezh evel ar c'hoshañ relijion war an douar. [2][3] N'he deus ket, evel ar relijionoù all, un diazezer hepken [4][5]

Skridoù[kemmañ]

Diazezet eo war un toullad skridoù relijiel savet a-hed ar c'hantvedoù, enne alioù speredel ha reolennoù evit ren ur vuhez relijiel. e-touez ar skridoù-se emañ ar Veda, ar re goshañ. A-hend-all e ranker menegiñ an 18 Purana Ha barzhonegoù ar Mahabharata hag ar Ramayana. Ar Bhagavad Gita, a zo ul lodenn eus ar Mahabharata, a zo ur skrid studiet kenañ dre ma tastum kelennadurezh speredel ar Veda.[6]

Notennoù[kemmañ]

  1. Adherents
  2. An Introduction to Hinduism, "The Origin of Hinduism" war About.com
  3. Hinduism and the Clash of Civilizations gant David Frawley (Vamadeva Shastri)
  4. Osborne, E: "Accessing R.E. Founders & Leaders, Buddhism, Hinduism and Sikhism Teacher's Book Mainstream.", page 9. Folens Limited, 2005
  5. Klostermaier, K:"A Survey of Hinduism", page 1. SUNY Press, 1994.
  6. Gwelit Gītā Dhyānam

Liammoù diavaez[kemmañ]