Breur

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Breur un den ( breudeur el liester) eo ar bugel all, gourel e reizh, ganet eus ar memes mamm hag ar memes tad peurvuiañ.

Kemm a lakaer etre meur a seurt breudeur:

  • al lezvreur, heñvelster gant hantervreur, a zo diwar ar memes tad pe ar memes mamm;
  • ar breur-laezh, eo an hini en deus evet laezh ar memes magerez, hervez ur c'hiz a wechall, ul liamm a zo bet a bouez, etre tud a renkadoù disheñvel peurvuiañ (mab un noblañs ha merc'h ar vagerez da skwer),
  • ar breur-kompez, enebet ouzh lezvreur ha breur-laezh, eo an hini en deus ar memes tad hag ar memes mamm.


Taolenn

[kemmañ] Ar breur henañ

Er gevredigezh kozh e veze roet madoù an ozhac'h d'ar breur henañ, ha gwall nebeud a dra d'e vreudeur ha c'hoarezed.

[kemmañ] Breudeur brudet

[kemmañ] Breudeur el lennegezh

[kemmañ] Sterioù all

Ur breur a c'hall bezañ ivez

[kemmañ] Lavaroù ha krennlavaroù

  • Ma breudeur ha ma c’hoarezed kristen Sellit ouzh ma c’hof ha grit pinijenn . Ar werzenn gentañ eo ar bomm a deue gant ar person pa rae e sarmon en e gador e brezhoneg; an eil zo savet evit ar glotenn hag abalamour d'ober goap ouzh ar veleien troet d'ober chervad.
  • Ar brezhoneg hag ar feiz Zo breur ha c'hoar e Breizh. Lugan katolik ar Bleun Brug.
  • Karantez c'hoar Breur na oar.

[kemmañ] Gerioù kar dre ar ster

[kemmañ] Yezhadur ha kemmadur

Er yezh unvan e reer kemmadur an anv-tud lies war-lerc'h ar ger-mell, evel e Mollereh er Vredér Lafolie‎. N'eo ket ar boaz er brezhoneg komzet e pep korn avat.