Gwreg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar wreg nevez, en un eured hindou, en India.
Gwreg nevez e Kampot, Cambodia.

Ur wreg zo un den deuet d'he ment, dezhi reizh parezed ar wazed, hag en oad da zougen bugale. Gwragez a vez lavaret el liester. Komzet e vez eus gwragez ha merc'hed yaouank. Peurvuiañ e reer an anv gwreg eus ur plac'h pe ur vaouez dimezet.

Istor[kemmañ]

Buhez ur plac'h en Europa ar c'hornôg en hon amzer a zo bepred mont da wreg ha da vamm, da lavarout eo dimeziñ pe "paksiñ", rak an holl draoù-se a ya a-unan hervez an divezoiriezh kristen en deus merket don-tre ar stuzegezh, met digreskiñ a ra an euredoù sivil keit ha ma kresk ar PACS-où. A-raok-se, an hini na zimeze ket a chome da vatezh gant he zad, pe a yae d'ar gouent er broioù katolik. Darn a yae da vitizhien da di tud pinvidikoc'h. Un nebeudig a yae da c'histi er c'hêrioù.

En Europa ar Grennamzer, ha betek kreiz an ugentved kantved, ne veze ket dimezet an dud dre garantez, goude ma oa ar pep gwellañ hervez al lennegezh. Aozet e veze an dimezioù gant an tadoù, pe an ezhec'h. Ret e oa d'ar wreg bout gwerc'h. Argouroù a veze roet gant tad ar wreg d'he gwaz. Ar wreg a chome er gêr d'ober war-dro an ti, da sevel ar vugale. Ar merc'hed ne vezent ket skoliet nemeur, pa vezent.

Genel bugale[kemmañ]

Gwreg Navajo

Avoultriñ[kemmañ]

Un avoultrerez eo ar wreg he deus darempredoù gant ur gwaz ha n'eo ket he fried.

Intañvez[kemmañ]

Un intañvez eo ar wreg a zo marvet he gwaz diganti.

Kemmoù[kemmañ]

En XXvet kantved ez eus c'hoarvezet kemm bras e buhez ar merc'hed en Europa.

  • en deskadurezh
  • el labour
  • er vuhez reizhel

E kevredigezhioù zo n'eo ket aet ar c'hemm ken buan, dreist-holl war ar maez en Europa ar reter. Disheñvel eo c'hoazh stad an traoù en Afrika pe er broioù muzulman.

Yezh[kemmañ]

Gwreg ha maouez[kemmañ]

Heñvelster e vez gwreg ha maouez a-wechoù:

  • pa reont meneg eus ur barez, ha netra ken,
  • pa reont meneg eus ur vaouez dimezet.

Er ster-se e vez komzet eus

  • ur wreg-ozhac'h , a zo ur vaouez kreñv, dezhi doareoù paotred,
  • ur wreg-vor, a dle bezañ yaouankoc'h he dremm eget ur wrac'h-vor

Gwreg ha pried[kemmañ]

Peurvuiañ hiriv e talv gwreg kement ha maouez dimezet. Komzet e vez eus gwreg un den, hag enebet e vez ouzh ar ger gwaz neuze, pe ouzh ar ger ozhac'h. Komz a reer ivez eus an daou bried, pe eus ar priedoù.

  • Danvez gwreg unan bennak eo an hini a zo da zimeziñ gantañ.
  • Kemer unan bennak da wreg a zo dimeziñ ganti.
  • Ur wreg-nevez zo ur plac'h nevez euredet.
  • Ur wreg-pried, a zo ur wreg dimezet ervat
  • Gwreg-kleiz un den, pe e adwreg, pe e serc'h, zo ur vaouez hag a vev gantañ ha n'eo ket an hini zo dimezet gantañ.


Gerioù deveret[kemmañ]

Pennadoù kar[kemmañ]

Krennlavaroù[kemmañ]

  • Kuzul gwreg hag heol abred Gwech e vezont mat, gwech ne vezont ket.
  • Ar wreg, an arc’hant hag ar gwin O deus o mad hag o binim.
  • Gwreg klemmus, gwreg padus.
  • Gwreg a ouel a-raok an eured, ha gwaz a ra goude.