Gwrac'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger gwrac'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Ur wrac'h zo ur vaouez kozh.

  • Gwechall e veze graet gwrac'h an holen eus ar vaouez a zouge ar bugel bihan a-us d'ar maen-badez, pa veze roet holen dezhañ gant ar beleg .
  • Brudet eo ar gwrac'hed da vezañ desket, war al louzoù dreist-holl. N'eo ket sur e vije gwall sirius an deskadurezh-se atav avat, rak diouzh ar c'hrennlavar: Palastr ar wrac'h Ne ra na droug na mad.

Taolenn

[kemmañ] Goapaerezh

Un tamm dismegañsus e c'hall bezañ ar ger-se a-wechoù. Goap a vez graet alies ouzh ar gwrac'hed, aliesoc'h gant paotred, eget gant merc'hed yaouank.

  • Kaozioù gwrac'hed a zo kaozioù didalvoud.

[kemmañ] Sterioù all

Ur wrac'h zo ivez:

  • ur boud er mojennoù :
    • ur sorserez, gwelout gwrac'h (hud)
    • ur wrac'h-vor zo ivez ur vari-vorgan
    • gwrac'h ar Sadorn da noz, zo ur wrac'h a deu en tier ma vezer o labourat enne d'ar c'houlz-se
    • noz ar wrac'h, a zo an noz diwezhañ a viz Genver
  • pesked:
    • ur pesk anvet gwrac'h, pe Labrus bergylta,
    • ur wrac'h-koad, zo ur pesk bras, Polyprion americanus,

Ouzhpenn-se e vez implijet ar ger evel anv-gwan:

  • bezañ gwrac'h gant un dra zo bezañ sot gantañ.

[kemmañ] Gerioù deveret

  • Gwrac'hat, a zo kozhañ pe koshaat, gwelout kozhni
  • Gwrac'hellat, a zo
    • kontañ kaozioù gwrac'hed, kaozioù toull, gwrac'hach
    • kozhañ pe koshaat (gwelout kozhni)
    • koll liv, kened, evit ur vaouez
    • roufennañ
  • gwrac'henniñ, a zo roufennañ
  • gwrac'hennoù, a zo roufennoù, merkoù ar gozhni
  • gwrac'herezh, a zo kozh kaozioù, pe gwrac'hach, pe gwrac'hetach,
  • gwrac'heta, a zo pesketa gwrac'hed,
  • gwrac'hiñ, zo kontañ kaozioù, evel ur vaouez kozh, ha lavarout traoù sot alies,
  • diwrac'hiñ un den zo kement ha disorc'henniñ anezhañ.
  • kozhwrac'hiñ a zo dont da vezañ plac'h yaouank kozh.
  • skav-gwrac'h zo ur seurt gwez.

[kemmañ] Krennlavaroù

  • Gwrac’h klemmus, Gwrac’h padus. N’eo ket peogwir e klemm ar wrac’h emañ o vont da vervel.
  • Ken alies a wrac'h, ken alies a geusteur. Krennlavar kar da « Kant bro kant giz, kant plac'h kant hiviz».
  • Palastr ar wrac’h ne ra na droug na vad.

[kemmañ] Lennadurezh

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all