Sheela na Gig

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sheela na Gig Kilpeck, e Bro-Saoz
Sheela na Gig war voger kêr, e Fiodh Ard, Kontelezh Tiobrad Árann, Iwerzhon.
E Galiza

Ur Sheela na Gig (ur saoznekadur eus gouezeleg Iwerzhon: Síle na gcíoch) zo ur c'hizelladur a ziskouez ur plac'h en he noazh o tiskouez ur pikol kourzh. Kavet e vezont en Iwerzhon hag e Bro-Saoz, ouzh ilizoù pe gastilli, pe savadurioù all, o-unan pe gant paotred. Unan eus ar re vrudetañ eo hini Kilpeck en Herefordshire, e Bro-Saoz.

En Iwerzhon emañ an darn vuiañ: hervez The Sheela-na-Gigs of Ireland and Britain: The Divine Hag of the Christian Celts – An Illustrated Guide, levr Joanne McMahon ha Jack Roberts, ez eus meneget 101 kizelladur en Iwerzhon, ha 45 e Breizh-Veur.

Graet e oa ar c'hizelladurioù-se da bellaat ar marv hag an droukspered hervez klaskerien zo (Andersen; Weir and Jerman). Lakaet e oant a-us d'en dorojoù ha prenester da virout na deuje an droug dre aze.

Kizelladurioù all a'r seurt-se, met gargouloù dreist-holl (anvet ivez Hunky Punk e Somerset), a vez kavet e pevar c'horn Europa ouzh an ilizoù.

Orin ar Sheela na Gig[kemmañ]

Skeudennoù gros hag euzhus evel gargouloù a gaver alies war ilizoù Europa. A-wechoù e lavarer e oant bet graet da bellaat an Droukspered. Eus pelec'h e teu ar skeudennoù-se avat n'omp ket evit gouzout, ha tabut zo c'hoazh diwarne.

E Breizh[kemmañ]

Ur c'hizelladur iskis damheñvel zo ivez ouzh un treust en iliz Pleiben hag a c'hallfe bezañ ur vaouez o wilioudiñ.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Anthony Weir & James Jerman, Images of Lust: Sexual Carvings on Medieval Churches 1986
  • Ronald Hutton, The Pagan Religions of the Ancient British Isles
  • Joanne McMahon & Jack Roberts, The Sheela-na-Gigs of Ireland and Britain: The Divine Hag of the Christian Celts – An Illustrated Guide - Listenn al lec'hioù, skeudennoù graet en Iwerzhon ha breizh-Veur.
  • Eamonn P. Kelly, Sheela-na-Gigs: Origins and Functions
  • Dr Jørgen Andersen, The Witch on the Wall: Medieval Erotic Sculpture in the British Isles 1977
  • Dr Maureen Concannon, The Sacred Whore: Sheela Goddess of the Celts 2004
  • Dr Barbara Freitag, Sheela-na-gigs: Unravelling an Enigma 2004
  • James O'Connor, Sheela na gig 1991 Fethard Historical Society
  • Margaret Murray. "Female Fertility Figures" Journal of the Royal Anthropological Institute Vol. LXIV 1934
  • Anne Ross. Pagan Celtic Britain 1967
  • Dr Theresa Oakley and Dr Alex Woodcock The Romanesque Corbel Table at St John's, Devizes and its Sheela na gig (The Wiltshire Archaeological and Natural History Magazine Volume 99 2006)
  • Thomas Wright, A History of Phallic Worship, During the middle ages of Western Europe 1866

Liammoù diavaez[kemmañ]