Mallozh
Eus Wikipedia
- Mallozh zo ivez sakreadenn.
Kullervo o touiñ sachañ dial eus gwreg Ilmarinen (Gallen-Kallela, Mallozh Kullervo, 1899)
Ur vaouez oc'h ober lid ar mallozhiñ, gant Hokusai
Ar mallozh, pe ar vallozh[1]zo ur stad a walleur didrec'hus taolet gant un doue pe ur galloud dreistnaturel bennak, hini ur beleg pe ur sorser a-wechoù, droukchañs pe ar wallblanedenn, war un den pe ur strollad tud, a-wechoù evel kastiz. Taolet e vez ar mallozh gant un estlammadenn pe ur bedenn, gant huderezh pe strobinellerezh.
Taolenn |
Mallozhioù istorel [kemmañ]
- Mallozh ar faraoned
- mallozh Urzh an Templ
- Mallozh Tecumseh e 1811 , taolet a-hervez war kement Prezidant eus Stadoù-Unanet Amerika dilennet ur bloavezh a echu gant 0 (zero).
Mallozhioù relijiel [kemmañ]
Mallozhioù el lennegezh [kemmañ]
Mallozhioù er sonerezh [kemmañ]
Mallozhioù ijinet gant ar c'hazetennoù [kemmañ]
- Mallozh Toutankhamon, savet e 1923 gant ur c'hazetenner saoz war-lerc'h marv Lord Carnarvon, kozhiad klañvidik.
- Mallozh an tiegezh Kennedy.
- Mallozh Ötzi.
Pennadoù kar [kemmañ]
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Ger gourel hervez Geriadur Hemon 1993, benel hervez Geriadur Istorel ar Brezhoneg ha Geriadur Hemon-Huon 2005, gourel pe benel hervez Geriadur brezhoneg An Here.