Ceridwen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ceridwen, livet gant Christopher Williams (1910)

Ceridwen a oa ur wrac'h e mojennoù kozh Kembre, o chom war lez Llyn Tegid. Tegid Foel e oa he fried, ha daou vugel o doa, Morfran a oa divalav-mezh, ha Creirwy, ur verc'h kaer evel an heol.

Hanes Taliesin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoz zo anezhi er skrid Hanes Taliesin, savet er XVIvet kantved. Ur gaoter he doa, a oa kaoter an Awen, a veze eveshaet gant he mevelig Gwion Bach. Lonket he devoa he mevel bihan a voe adc'hanet hag a deuas da vezañ ar barzh Taliesin.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cyrridven eo ar stumm koshañ a gaver e Levr Du Caerfyrddin[1]. Un displegadur all zo bet roet gant Ifor Williams evel "crooked woman" (cyrrid < cwrr "crooked, pe pleget"? + ben "maouez"), met n'eo ket asur ster resis ar ger cyrrid[2][3].

Ur ster all a c'haller reiñ d'an eil lodenn eus ar ger savet diwar ar stumm boutinoc'h 'Ceridwen', ma komprener gwen evel karet, koant, pe sakr, benniget, -wen gant ar c'hemmadur, un elfenn voutin en anvioù sentezed evel Dwynwen[4].

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Hanes Taliesin, a vez staget ouzh ar Mabinogion e darn eus an embannadurioù a vremañ, e oa divalav-mezh mab Ceridwen, ur paotr anvet Morfran, pe Afagddu. He mamm neuze a glaskaas ober un den fur anezhañ.
Ur gaoter vurzhudus he devoa ha ganti e c'halle Ceridwen aozañ un died a rofe dezhañ furnezh hag awen evel d'ar varzhed. Ret e oa birviñ ar soubenn e-pad bloaz ha deiz. Morda, un dall, an hini a c'hwezhas an tan dindan ar gaoter, tra ma oa ar paotrig Gwion Bach, o treiñ al loa-bod. Teir zakenn domm a strinkas war meud Gwion a-greiz ma oa o treiñ, ma voe poazhet un tamm. Kerkent e lakaas e viz en e c'henoù, ha sede penaos e teuas furnezh ha gouiziegezh dezhañ.

Diwar teir zakenn gentañ dourenn ar gaoteriad e teue ar furnezh. Ar peurrest avat ne oa ken nemet pistri.

Mont a reas Ceridwen war-lerc'h Gwion. Eñ ac'h eas en gad. hare.Hi a droas e ki-hemolc'h. Eñ ac'h eas en pesk, hag a lammas en ur stêr. Ha hi treiñ e ki-dour. Eñ ac'h eas en evn; ha hi treiñ e falc'hun. A-benn ar fin e oa aet en greunenn ed. Hai, troet en yar d'en dibriñ. Pa voe deuet Ceridwen da vezañ dougerez e ouias-hi e oa Gwion a oa en he c'hof ma vennas lazhañ ar bugel kenkent ha ganet. Nemet pa voe dirak he daoulagad ne voe ken evit e lazhañ. Ma en taolas er mor kentoc'h, en ur vagig lêr. Hogen ne varvas ket ar bugel. Kavet e voe en ur gored e-kichen Aberdyfi hervez ar gontadenn - gant ur priñs anvet Elffin ap Gwyddno; hag ar bugel-se eo a deuas da vezañ ar barzh Taliesin.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. A. O. H. Jarman (ed.). Llyfr Du Caerfyrddin (University of Wales Press, 1982), 3.3.
  2. Ronald Hutton, The Pagan Religions of the Ancient British Isles: Their Nature and Legacy, Blackwell Publishing, 1993, p. 323
  3. Rachel Bromwich (ed.), Trioedd Ynys Prydein (University of Wales Press, 1991), pp. 308-9.
  4. Rachel Bromwich (ed.), Trioedd Ynys Prydein (University of Wales Press, 1991), p. 308.