Kaoter
Eus Wikipedia
Kaoter ispilhet en un oaled en ur gegin a wechall.
Kaoterioù houarn trizroadek en ur skol e Botswana.
Ur gaoter gozh kempennet, deuet da vout ur pezh kinkladurezh, ha leuniet a askol.
Ur gaoter (eus ar ger latin caldarium, kibelladenn domm) , pe chidhouarn, pe chaodourenn, pe pod-houarn, zo ul lestr, pe endalc'her, a vent vras, didroad pe troadek, a dalvez da aozañ boued war an tan, en un oaled peurvuiañ, gwechoù zo ouzh un drezenn-bod pe gwechoù all war un trebez, met e-maez an tier kenkoulz all.
En Italia e veze aozet ar polenta en ur gaoter vihan.
Gant ar Gelted kozh e oa ar gaoter un arouez eus galloud ar rouaned kelt.
Taolenn |
[kemmañ] Kaoteriad
Ur gaoteriad, pe ur gaoteriad pesked, a veze graet gwechall er bagoù-pesketa. Ar gaoteriad hiziv zo ur seurt keusteurenn graet gant a bep seurt pesked.
[kemmañ] Gwrac'hed
Brudet eo ar c'haoterioù da vezañ implijet gant gwrac'hed pe sorserezed da boazhat louzoù, d'ober a bep seurt dourennoù, c'hwistantinoù pe kontammoù.
[kemmañ] El lennegezh
- Kaoter Bendigeidfran, er Mabinogi.
- Kaoter ar gwrac'hed, e Macbeth, gant Shakespeare.
- The Black Cauldron (Ar Gaoter Zu), ur romant saoznek evit krennarded skrivet gant Lloyd Alexander (1965), awenet gant ar Mabinogi, ha deuet da vout ur film gant Walt Disney.
[kemmañ] En istor
- Kaoter Gundestrup, ur gaoter gelt, kavet e Danmark.
[kemmañ] Sonennoù
- Mi Calderito, kanaouenn savet gant Compay Segundo.