Bendigeidfran

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
"Y Ddau Frenin" (An Daou Roue) : Bendigeidfran o tougen korf e ni, Gwern. Delwenn e-kichen Castell Harlech.

Bran, pe Bendigeidfran, pe Bendigeidfran fab Llŷr (Bran Benniget, e brezhoneg), eo anv Roue Enez Vreizh ha breur Branwen en danevell Branwen ferch Llŷr, an eil eus Pedair Cainc y Mabinogi. Ur ramz eo, ha n'eus ti bras a-walc'h evitañ, na bag kreñv a-walc'h .

E deroù an danevell emañ ar roue Bendigeidfran war ur roc'h en Harlech o sellout ouzh ar mor, gantañ e vreur Manawyddan, ha daou hantervreur, Nisien hag Efnysien, mibion d'e vamm Penarddun, merc'h Beli fab Mynogan, bet dimezet a-raok.
Listri zo o tostaat. Deuet eo Matholwch, roue Iwerzhon, da c'houlenn c'hoar Bendigeidfran, Branwen, da zimeziñ. Graet e vo an eured, emglev zo, ha banvez, ha traoù war an daol.
Ha setu Efnysien, hantervreur Branwen, o tegouezhout e-kreiz ar fest. Konnar a sav ennañ pa glev ar c'heloù. Mont a ra da droc'hañ muzelloù, divskouarn, ha lostoù kezeg Matholwch. Hag an Iwerzhonad da fuloriñ ivez. Evit sioulaat dezhañ e rank Bendigeidfran reiñ dezhañ kezeg nevez, hag ur gaoter vurzhudus.

Hag an dud nevez da Iwerzhon. Eno e tremen mat an traoù da gentañ. Tri bloaz goude e teu un dred eus Iwerzhon da gas keloù dezhañ: vil a vez graet eus e c'hoar Branwen gant he fried. Hag eñ mont gant un arme da Iwerzhon. E-keit m'emañ e listri o treizhañ ez a-eñ war droad a-dreuz ar mor.

Brezel zo, ha lazhet kalz tud. Trec'h eo ar Vrezhoned met ne chom nemet seizh anezho. Gloazet-fall eo Bran ha goulenn a ra bezañ dibennet ha kas e benn da Londrez. E-pad seizh vloaz ha pevar-ugent emañ ar seizh den o riboulat ha penn Bran gante o kaozeal.

Haroz[kemmañ]

Un haroz meur eo Bendigeidfran, e doare Cúchulainn. Hervez mojennoù all ez eo un doue er Bed Arall, sonour, brezelour, diouganour. Krediñ a reer eo gant ar gristeniezh eo e voe lakaet ar ger benniget e deroù e anv.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Ifor Williams, Pedeir Keinc y Mabinogi, Caerdydd, 1930. Meur a embannadur all goude.