Harlech
Eus Wikipedia
Harlech zo ur gêr istorel e Gwynedd, e hanternoz Kembre, brudet abalamour d'he c'hastell. Emañ e korn-bro Ardudwy, war aod Bae Tremadog. A-dreñv d'ar gêr emañ ar menezioù Rhinogydd. Gwechall e oa pennlec'h Sir Feirionnydd. Kalzig a douristed a vez e Harlech e-pad an hañv.
