Y Bala
Eus Wikipedia
| Y Bala Gwynedd |
|
Ar chapel saoznek
Tren bihan Bala, war lez Llyn Tegid
Ur gêr vihan eo Y Bala e Gwynedd, e-kichen al lenn Tegid en hanternoz Bro-Gembre, war an hent A494, etre Dolgellau ha Llangollen. N'eus nemet ur straed vras enni. 80% a dud a ra gant ar c'hembraeg.
Douaroniezh [kemmañ]
Emañ war lez lenn Tegid (Bala Lake e saozneg), treuzet gant ar stêr Dyfrdwy, a gej e-maez kêr gant ar stêr Tryweryn.
E kembraeg e vez graet bala eus ur stêr a zifluk eus ul lenn.
Eisteddfod Genedlaethol [kemmañ]
Eisteddfod Genedlaethol zo bet er Bala e 1967 ha 1997.
Kaoz zo bet ivez eus Eisteddfod y Bala 1738.
