Trawsfynydd
Eus Wikipedia
| Trawsfynydd Gwynedd |
|
Trawsfynydd, gwelet eus tu Y Bala.
Trawsfynydd zo ur gêriadenn e Sir Feirionnydd kozh, e kreistez kontelezh Gwynedd hiziv, war lez Lenn Trawsfynydd.
Armerzh[kemmañ]
Ur greizenn nukleel a oa bet savet, met serret eo bremañ.
Sevenadur[kemmañ]
81.7% eus an dud a gomz kembraeg.
Eno e oa ganet
- Sant John Roberts, merzher katolik,
- ar barzh Hedd Wyn.
Skol[kemmañ]
Ysgol Bro Hedd Wyn eo anv ar skol gentañ derez. Goude ez a ar skolidi d'ar skol eil derez da Ysgol y Moelwyn, Blaenau Ffestiniog.
