Blaenau Ffestiniog
Eus Wikipedia
Blaenau Ffestiniog gwelet diwar-lein Menez Moelwyn Bach.
Blaenau Ffestiniog zo ur gêr vihan eus Kembre e Gwynedd nepell diouzh Parc Cenedlaethol Eryri, gwechall e Sir Feirionnydd. 4,830 a oa o chom eno e 2001.
Kreskiñ a reas kêr en XIXvet kantved abalamour da 'r mengleuzioù mein-glas.
Brudet eo da vezañ al lec'h eus Kembre ma ra ar muiañ a c'hlav.
Ur gelaouenn-vro gembraek miziek a vez embannet eno, Llafar Bro hec'h anv.