Hedd Wyn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hedd Wyn
Delwenn Hedd Wyn e Trawsfynydd
E vez er vered Artillery Wood Cemetery e Boezinge (Flandrez Belgia)

Hedd Wyn (13 a viz Genver 188731 a viz Gouhere 1917 e Boezinge, Flandrez Belgia, a oa un tieg eus Trawsfynydd, e Sir Feirionnydd hag ur barzh kembraek lazhet e-pad ar Brezel-bed kentañ. Douaret eo bet e bered ar C'hommonwealth Artillery Wood Cemetery e kumun Boezinge. Ellis Humphrey Evans a oa e wir anv, met dibabet en doa Hedd Wyn ("peoc'h gwenn") evel anv-barzh.

Tost e vuhez-pad e chomas en e atant en Ysgwrn. Da 28 vloaz en doa gonezet peder c'hador en Eisteddfodoù gant e varzhonegoù. E 1917 e oa bet gounezet ar gador gantañ en Eisteddfod, Birkenhead, gant e varzhoneg "Yr Arwr" ("An Haroz"), skrivet evel un awdl.


Ysgwrn[kemmañ]

Ni Evans a vev en Ysgwrn hiziv hag a vourr o kontañ istor Ellis hag e gadorioù.

Film[kemmañ]

Ur film Hedd Wyn zo bet graet e 1992 gant Paul Turner hag a oa bet meneget e-touez an danvez loreidi evit kaout un Oscar.

Oberennoù Hedd Wyn[kemmañ]

  • Cerddi'r Bugail, dastumet gant J. J. Williams (1918) - Barzhonegoù Hedd Wyn

Lennadurezh[kemmañ]

  • William Morris, Hedd Wyn (1969)
  • Ysgrifau Beirniadol VI, gol. J. E. Caerwyn Williams (1971) - ysgrif gan Derwyn Jones
  • Alan Llwyd, Cofiant Hedd Wyn (Cyhoeddiadau Barddas, 1991). Cofiant manwl a safonol.

Liammoù diavaez[kemmañ]