Boezinge
| Banniel | |
| Lec'hiadur | |
| Riez | |
| Rannvro | |
| Proviñs | |
| Arondisamant | Ieper |
| Kumun | Ieper |
| Kod post | .. |
| Kod pellgomz | ... |
| Maer | |
| Gorread | 18,24 km² |
| Led | 50° 53' 44" Norzh |
| Hed | 02° 51' 30" Reter |
| Uhelder | .. m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 2 216 (1999) |
| Stankter | 122 a./km² |
Boezinge en izelvroeg, Boezienge e flandrezeg kornôgel, a zo ur gumun a-wechall eus Flandrez Belgia e rannvro Westhoek hag e proviñs Kornôg-Flandrez. Lakaet eo bet e kumun Ieper gant lezenn 1977.
Istor[kemmañ]
Armerzh[kemmañ]
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]
Iliz katolik Sint Michiel[kemmañ]
Taol-vaen, kalvar ha bered ar Vretoned[kemmañ]
Er "C'harrefour des Roses" ez eus bet staliet ur c'halvar (XVIvet kantved) eus Louergad e Breizh evit enoriñ ar Vretoned marvet eno e-kerzh ar Brezel-bed kentañ hag ivez un daol-vaen eus Henant-Bihan[1].
Bezioù milourel ar C'hommonwealth[kemmañ]
Bered ar gumun[kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 15 | |
| Hollad | 15 |
Ur bez ag ar Brezel bed kentañ ha 14 bez ag an Eil Brezel Bed a gaver enni. [2]
Bered ar C'hommonwealth : Artillery Wood Cemetery[kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 1 | |
| 5 | |
| 40 | |
| 1 255 | |
| 2 | |
| Dianv | 4 |
| Hollad | 1 307 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e dibenn miz Gouere 1917. Implijet e voe evel ur vered ag an talbenn betek miz Meurzh 1918. 141 bez a voe enni pa voe sinet an arsav-brezel e miz Du 1918. Brasaet e voe da zegemeret bezioù o tont eus an tachennoù-emgann arall hag eus beredoù bihan arall[3].
-
Bez ar barzh kembreat Hedd Wyn er vered
-
Monumant Francis Ledwidge, bet savet lec'h ma voe lazhet
Lazhet e voe ar barzh kembreat Hedd Wyn hag ar barzh iwerzhonat Francis Ledwidge e Boezinge d'ar 31añ a viz Gouere 1917. Douaret int bet er vered.
Bered ar C'hommonwealth:Bard Cottage Cemetery[kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 2 | |
| 4 | |
| 15 | |
| 1 622 | |
| Hollad | 1 643 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Even 1915. Implijet e voe betek miz Here 1918. Goude arsav-brezel miz Du 1918, degaset e voe 14 bez eus ar parkeier tro-dro ha 32 vez eus ar vered Marengo Farm Cemetery, homañ o vout tost-tre e tu ar Su[4].
Bered ar C'hommonwealth : Dragoon Camp Cemetery[kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 66 (10 anezhe chomet dianv) | |
| Hollad | 66 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet d’an 9 a viz Eost 1917 gant Kembreiz an 38th (Welsh) Division. Anvet e voe Villa Gretchen Cemetery da gentañ. Ar gêr saoznek Dragoon a dalv Aerouant e brezhoneg, an Aerouant ruz o vout arouez Kembre. Implijet e voe ar vered betek miz Here 1918[5].
Bered ar C'hommonwealth : Welsh Cemetery (Caesar’s Nose)[kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 68 | |
| Hollad | 68 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917 gant Kembreiz an 38th (Welsh) Division. Anvet e voe Villa Gretchen Cemetery da gentañ. Implijet e voe betek miz Du 1917[6].
Bered ar C'hommonwealth : Colne Valley Cemetery[kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 47 | |
| Hollad | 47 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1915 gant Saozon an Territorial battalions of 49th (West Riding) Division. Implijet e voe betek miz C’hwevrer 1916 [7].
Bered ar C'hommonwealth : Essex Farm Cemetery[kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 5 | |
| 9 | |
| 1 107 | |
| Chomet dianv penn-da-benn | 83 |
| Hollad | 1 204 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Ebrel 1915. Implijet e voe betek miz Eost 1917[8].
Bered ar C'hommonwealth : Talana Farm Cemetery[kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 529 | |
| Hollad | 529 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Ebrel 1915 gant soudarded c’hall. E miz Even 1915 e krogas ar 1st Bn. Rifle Brigade hag ar 1st Bn. Somerset Light Infantry d’ober war he zro. Implijet e voe betek miz Meurzh 1918[9].
Bered ar C'hommonwealth : La Belle Alliance Cemetery[kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 60 | |
| Hollad | 60 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz C’hwevrer 1916 gant an 10th hag an 11th King’s Royal Rifle Corps. Bezioù arall a voe ouzhpennet enni e mizioù Gouere hag Eost 1917. Anvet eo ar vered diwar anv un atant a zo e kichen[10].
Bered ar C'hommonwealth : No Man’S Cot Cemetery[kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 60 | |
| Hollad | 60 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917. Implijet e voe betek miz Meurzh 1918. Kalz ag ar soudarded a zo douaret enni a oa Skosiz eus ar 51st (Highland) Division[11].