Hedd Wyn (film)

Eus Wikipedia

Hedd Wyn zo ur film kembraek savet gant Paul Turner hag embannet e 1992 diwar-benn ar barzh Hedd Wyn a voe lazhet e 1917 er Brezel-bed kentañ.

Gant ar barzh Alan Llwyd e oa bet savet skrid ar film. Huw Garmon a zo o sterennañ ar barzh. Filmet ez eus bet un tamm mat eus ar film e kornad Trawsfynydd, e kreisteiz Gwynedd, ha betek e ti Hedd Wyn.

E 1994 e oa bet lakaet ar film war roll an danvez-loreidi an Oscarioù.