Adar Llwch Gwin

Eus Wikipedia

Adar Llwch Gwin zo evned speredek ha ledan keñveriet alies ouzh ar gripi e gwengelouriezh Preden,[1]

Gwengel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Adar Llwch Gwin a voe roet d'ur brezelour anvet Drudwas ap Tryffin[2] gant e wreg. An anv a zo tennet eus ar gerioù kembraek adar ("evn"), llwch ("poultr", "uloc'h"), ha gwin ("gwin"). An evned-se a veize yezh an dud hag asantiñ a raent d'ar pezh a veze goulennet gant o mistri[3]. Pa oa Drudwas o vrezeliñ ouzh Arzhur e c'hourc'hemennas d'an evned lazhañ an den kentañ a zegouezhfe en aerva. Arzhur a oa dale gantañ hag an evned a dagas Drudwas pa deuas war an aerva, an hani kentañ, ha drailhet e voe ganto. Diwezhatoc'h e voe arveret an anv Adar Llwch Gwin el lennegezh kembraek evit taolennañ an evned-preizh evel an erered, ar falc'huned, ar sparfelled, hag ar wizion kadarn.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • John & Caitlin Matthews (2005). The Element Encyclopedia of Magical Creatures. HarperElement

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Rose, Carol: Giants, Monsters and Dragons. Norton 2000. (ISBN 0-39332-211-4)
  2. Matson, Gienna: Celtic Mythology A to Z, page 1. Chelsea House, 2004. (ISBN 978-1-60413-413-1)
  3. Rose, Carol: Giants, Monsters and Dragons. Norton 2000. (ISBN 0-39332-211-4)ISBN 0-39332-211-4