Trizek Tra Gaer Enez Vreizh
Eus Wikipedia
Trizek Tra Gaer Enez Vreizh zo teñzorioù harozed ha rouaned vrezhon Hanternoz kozh Enez Vreizh er Grennamzer a zo meneget e skridoù krenngembraek. Meuz a zoare anezho zo, hag an hini koshañ eo an dornskrid Kerdiz 17.
An Trizek Tra [kemmañ]
- Dyrnwyn, kleze Rhydderch Hael, ur c'hleze burzhudus a groge an tan enni penn-da-benn,
- Mwys Gwyddno Garanhir, ur seurt paner pe kavell: pa veze roet boued anezhañ d'un den e oa trawalc'h evit kant;
- Korn Brân Galed, a gaved da evañ e-barzh seurt a gared
- Karr(-brezel) Morgant Mwynfawr; pa save unan ennañ e veze kaset kerkent da lec'h a gare .
- Kabestr Clydno Eiddin; lakaat anezhi a rae Clydno ouzh e wele ha pa zihune e kave ar marc'h a gare diouzh ar beure
- Kontell Llawfrodedd Farchog; a c'halle bodañ 24 brezelour ouzh taol war un dro
- Kaoter ar Ramz Dyrnwch;
- Hogalen Tudwal Tudclyd
- Pais (arfwisg) Padarn Beisrudd; medrai newid maint i ffitio pobl teilwng i'w gwisgo ond ni fyddai'n wneud hynny yn achos taeog.
- Grên a dysgl Rhygenydd Ysgolhaig; llestri digonedd.
- Gwezboellll Gwenddolau ap Ceidio; un daol-c'hoari hud ha burzhudus
- Mantell Arzhur e Kernev; Ur vantell hud a lakae diwelus an hini he gwiske.
Hervez un doare eus ar skrid en dije gounezet Taliesin an Trizek Teñzor-se en Hanternoz Kozh.
Lennadurezh [kemmañ]
- Rachel Bromwich (embannerez), Trioedd Ynys Prydein, Kerdiz, embannadur nevez e 1991, Atodiad III.