Ramz
Eus Wikipedia
Skeudenn gant Gustave Doré (1832–1883)
Ar Ramzed, pe Kaoured, zo tud bras-bras e mojennoù meur a vro.
Taolenn |
Kaour[kemmañ]
E mojennoù Breizh e kaver meneg ivez eus ar ger kaour. Da geñveriañ gant ar gerioù cawr en kembraeg, cowr en kerneveureg, cauaros en galianeg.
Hellaz[kemmañ]
Brezel a reas ar Ramzed ouzh an Doueed e mojennoù Hellaz kozh.
- Gwelout: Ramzed Hellaz.
Bibl[kemmañ]
Goliat zo ur ramz er Bibl, lazhet gant David.
Rabelais[kemmañ]
Daou romant en deus skrivet ar Gall François Rabelais diwar-benn daou ramz, an tad Gargantua (mab d'ar ramz Grangousier), hag ar mab Pantagruel.
Fañch an Uhel[kemmañ]
E kontadennoù Fañch an Uhel ez eus kalz anezho. Unan eus ar c'hontadennoù zo anvet Ar jeant Kolevran.