David (roue Israel)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
David ha Goliad, livet gant Caravaggio, war-dro 1599, diskouezet e mirdi ar Prado, e Madrid
David o lazhañ Goliad, gant Rubens (1616)

David zo anv unan eus rouaned ha profeded Israel, hervez ar Bibl.

Bibl[kemmañ]

Kontet eo e istor er Bibl, e levr kentañ Samuel, hag e vuhez evel roue en eil levr Samuel , ha tammoù e levr kentañ ar Rouaned. Pa oa bugel e voe trec'h war ar ramz Goliat gant e vatalm. Seniñ telenn a rae d'ar roue Saül, ha roue e voe war e lerc'h. Abigail e oa anv e eil pried.

Dibabet gant Doue adal e yaouankiz a-douez holl vibion Yesse ez eas e-barzh lez ar Roue evit senin kitar dezhan. Ur vignoniezh don a skoulmas gant e vab Yonatan, hag e tiskaras e enebour, ar ramz Filistad Goliad. Savet war gador ar roue d'e dro, e lakaas annez Arc'h an Emglev e Kêr-Sion, a voe lakaet da gêr-benn Israel gantan. Goude bezan gwallet grevus lezenn Doue e tiskouezas ur c'heuz skouerius.

Hervez an Aviel e oa unan eus hendadoù Jezuz-Krist.