François Rabelais
Eus Wikipedia
François Rabelais (war-dro 1494 – 1553 Pariz) zo ur beleg, mezeg, ha skrivagner gall eus ar XVIvet kantved, ganet e La Devinière, e-kichen Chinon , e proviñs Touren. Brudet eo e romantoù ma lakaas enno spered an Azginivelezh hag e vennozioù diwar-benn ar brederouriezh hag ar skiant.
Ober d'al lenner c'hoarzhin a fell dezhañ, diwar-goust an dud a c'halloud, priénsed ha tud a iliz.
Hemañ zo unan e-touez an humanourien vrudetañ eus an Azginivelezh hag a glaskas nevesaat soñjoù prederouriezh o amzer e-skeud soñjoù re an Henamzer.
E oberennoù :
- Pantagruel, 1532
- Gargantua, 1534
- An trede Levrenn, 1546
- Ar pevare Levrenn, 1552
- Ar pempvet Levrenn, 1564