Montpellier
Eus Wikipedia
Montpellier eo anv pennlec'h departamant gall an Hérault, e kreisteiz ar vro. Montpelhièr eo e anv en okitaneg.
Taolenn |
[kemmañ] Armerzh
Montpellier he deus lies obererezh armerzhel. Ur gêr vodern eo. He industriezh a zo douget d'ar gennad tredeel : teknologiezh ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ (TKK), liesvedia, bevdeknologiezh, apotikerezh. Sez Kambr kenwerzh hag industriezh Montpellier eo. Merañ a ra hennezh aerborzh ar gêr, an "Eurogare", Skol-Uhel ar C'henwerzh, ar CFA kenwerzh ha dasparzh hag hini letierezh ha pretierezh. Gant 1000 goprad eo IBM unan eus implijerien prevez kentañ ar gêr.
Sez Kambr kenwerzh hag industriezh rannvro Languedoc-Roussillon eo ivez.
[kemmañ] Tud brudet
[kemmañ] Ilizoù Montpellier
[kemmañ] Gevelliñ
Gevellet eo kêr Vontpellier gant :
- Louisville, Kentucky e USA abaoe 1955,
- Heidelberg, Baden-Württemberg en Alamagn abaoe 1961. Ledanet eo bet ar darempredoù gant kêr vBautzen, paroenet gant Heidelberg abaoe 1990.
- Barselona, Katalonia abaoe 1963,
- Chengdu, Sichuan e Sina abaoe 1981,
- Tiberias, Galilea en Israel abaoe 1983,
- Fez, e Maroko abaoe 2003,
- Tlemcen, en Aljeria abaoe 2009.