Sant Rok
Eus Wikipedia
Sant Rok (Sant Ròc en okitaneg, Saint Roch e galleg), ganet e Montpellier war-dro 1340, marvet e Voghera, en Italia, war-dro 1379, zo ur sant okitan, lidet d'ar 16 a viz Eost. Sant paeron ar birc'hirined eo, ha hini meur a vicher: surjianed, apotikerien, pavezerien, ha hini al loened.
Taolenn |
E vuhez[kemmañ]
Mab e oa d'ur c'honsul eus kêr Montpellier, ha Libèra e oa anv e vamm. Yaouankik e voe emzivad, ha savet e voe gant ur eontr. Medisinerezh a studias moarvat.
E varv[kemmañ]
Kaset e voe korf Rok da gêr Venezia.
E Breizh[kemmañ]
Delwenn Sant Rok en iliz Intron Varia en Arvor
Meur a chapel Sant Rok zo e Breizh.