Scilla (Italia)
Eus Wikipedia
Scilla zo ur gêr e Calabria, en Italia, e Proviñs Reggio Calabria, ur 5 000 den o chom enni. Dont a ra hec'h anv eus hini Skylla, an nimfenn troet da vorvil hervez mojennoù Hellaz kozh.
Douaroniezh [kemmañ]
22 km en hanternoz da Reggio Calabria emañ Scilla, dirak Strizh-mor Messina. Div lodenn zo anezhi: kêr ar burevioù ha kêr an douristed, Marina di Scilla, an traezh hag ar pretioù hag ostalerioù. A-us d'an draezhenn emañ ar c'hastell savet gant Duged Calabria. Dont a ra tud d'an aod a-bell en hañv dre ma'z eo al lec'h kentañ en hanternoz da Reggio ma vez klouaroc'h an dour eget er strizh-mor end-eeun.